Isabella Fieschi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: a p → a p (4), , → , using AWB
D typo, replaced: a [ → a [ (4) using AWB
Linenn 4:
Merc'h e oa da [[Carlo Fieschi]], [[kont]] [[Savignone]]. Nizez e oa d'ar pab [[Adrian V]].
 
E 1331 e timezas e Milano da [[Luchino Visconti (aotrou Milano)|Luchino Visconti]].
 
Splann e oa abegoù politikel an eured: kadarnaat al liammoù etre an tiegezh [[Visconti]] ha [[Republik Genova]]: Luchino a oa nevez intañvezet eus e eil pried, eus Genova ivez, Caterina Spinola, merc'h da [[Obizzo Spinola]].
 
Brudet e oa kened Isabella, ha lesanvet e oa ''Fosca'', ken mezhus e veze kavet hec'h emzalc'h. Hervez ar vojenn he devoa serc'heged e-leizh, en o zouez niz Luchino, [[Galeazzo II Visconti]], ha [[doge]] [[Republik Venezia]] [[Andrea Dandolo]].
Linenn 27:
 
==Marv Luchino==
E miz Genver 1349 e klevas Luchino pegement e veze doganet gant e bried Isabella, ma embannas e vije spontus he c'hastiz. Un toullad deizioù goude e voe kavet marv, diwar gontamm. Lesanvet e voe an intañvez ''Isabella del veleno'' ("Isabella ar c'hontamm ")<ref>{{ouvrage|lang=it|prénom1=Barbara W.|nom1=Tuchman|titre=''Uno specchio lontano : un secolo di avventure e di calamità, il Trecento''|lieu= Milan|année= 1979|passage=470}}</ref>{{,}}<ref name=Spegel/>. Soñjal a rae an dud moarvat he devoa kavet an tu d'en em zifenn diouzh he c'hastizer e-lec'h gortoz bezañ lazhet gantañ.
 
Kemeret e voe ar galloud gant e nized, diwar-goust ar mab, Luchino yaouank, war zigarez e vije bet [[bastard]] bugel an intañvez doganerez. Ha bac'het e voe Isabella hag he mab.
 
En [[1356]], gant skoazell anaoudeien, e teuas Isabella a-benn da dec'hel eus Milano gan he mab Luchino. Hervez an testenioù e vije distroet da di he zud da [[Savignone]].
 
== Notennoù ==