Catalina de Erauso : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎He buhez: replaced: a M → a M (5) using AWB
D →‎He buhez: typo, replaced: . F → . F (5) using AWB
Linenn 4:
 
==He buhez==
Merc'h e oa da Miguel de Erauso ha María Pérez de Gallárraga y Arce. Yaouankik e oa pa voe lakaet en ur gouent e Donostia, e karter ''el Antiguo''. Feuls e oa he zemz-spered, ha ne glote ket kaer gant ar vuhez-se. Goude un tamm kann gant ul leanez he devoa kredet skeiñ ganti e voe kraouiet en ur gell. Tec'hel a reas, gwisket e koueriad. 15 vloaz e oa neuze.
 
Ha hi war he zreid betek [[Valladolid]]. Alese ez eas da [[Bilbo|Vilbo]]. Atav e veze gwisket en paotr, troc'het berr he blev, dindan meur a anv, evel Pedro de Orive, Francisco de Loyola, Alonso Díaz, Ramírez de Guzmán pe Antonio de Erauso. War a greder n'he devoa ket tresoù flour ur plac'h, pezh a oa ur skoazell dezhi. Goude ez eas da Andalouzia, da [[Sanlúcar de Barrameda]] ma lestras da vont da Amerika. En [[Perou]] ez eas da soudard dindan meur a gabiten.
 
En [[1619]] e stourmas e [[Brezel Arauco]] a-enep an Indianed [[mapuche]] en [[Chile]] a vremañ. Brud a dapas evel soudard kalonek, ampart gant an armoù, hep diskuliañ e oa ur plac'h.
 
Gant ar perzhioù-se e tapas bezañ [[alférez]]. Er bloavezhioù-se, diouzh a ouzer, e kemeras perzh e tabutoù ha kannoù evel a veze alies etre ar soudarded.
 
<!--