Louise Marie Adélaïde de Bourbon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: t [ → t [ (8) using AWB
Linenn 1:
[[Image:Louise Marie Adélaïde de Bourbon by Louise Élisabeth Vigée Lebrun.jpg|thumb|Louise Marie Adélaïde de Bourbon, dugez Orléans ha priñsez a wad, poltredet gant [[Élisabeth Vigée Le Brun]].]]
'''Louise ''Marie Adélaïde'' de Bourbon''', moranvet « Mademoiselle d'Ivry », ha goude « '''Mademoiselle de Penthièvre''' », dugez Chartrez ([[1769]]-[[1785]]) ha goude dugez Orléans ([[1785]]-[[1821]]) ganet e Paris en [[Hôtel de Toulouse]] d'an [[13 a viz Meurzh]] [[1753]] ha marvet e kastell [[Ivry-sur-Seine]] d'an [[23 a viz Mezheven]] [[1821]] a oa ur briñsez a wad eus ar re binvidikañ.
 
==Tiegezh==
Merc'h e oa da [[Louis Jean Marie de Bourbon]], [[dug Pentevr]], ha d'e bried [[Maria Teresa Felicita d'Este]]. Pa varvas he breur henañ [[Louis Alexandre de Bourbon (1747-1768)|Louis-Alexandre, priñs Lamballe]], en 1768, e teuas da vezañ pinvidikañ pennhêrez ar rouantelezh c'hall, susitourez madoù he zad-kozh, [[Louis Alexandre de Bourbon|kont Toulouse]], mab bastard divastardet da [[Loeiz XIV]].
 
== He buhez ==
[[Image : Monsieur de Penthièvre and his daughter, Jean-Baptiste Charpentier le Vieux.jpg|thumb|An aotrou a bentevr hag e verc'h, Marie-Adélaïde.]]
 
Pemzek vloaz e oa-hi en 1768 pa varvas he breur henañ ha pa vanas pennhêrez pinvidik evel ar mor. Kement-se a sachas evezh [[Louis Philippe d'Orléans (1747-1793)]], dug Chartrez, 20 vloaz, mab henañ dug Orléans, penn skourr yaouañ an tiegezh roueel, kenderv a bell d'ar plac'h yaouank. Koulskoude e oa-hi eus ur skourr bastard, un dra vezhus er metoù-se, met kreñvoc'h e oa c'hwezh an arc'hant d'an dug pan eas da c'houlenn dorn ar goantenn. Kendirvi d'ar roue [[Loeiz XVI]] e oant o -daou. Digant he zad he doe dugelezhioù [[Châteauvillain]], [[Arc-en-Barrois]], ha [[Carignan (Ardennes)]]. E [[Versailhez]] e voe lidet an eured d'ar 5 a viz Ebrel [[1769]].
 
[[File:The Duke and Duchess of Chartres with Louis Philippe d'Orléans (1773-1850).jpg|thumb|''Dug Chartrez hag e diegezh'', 1776, gant [[Édouard Cibot]] ha [[Charles Lepeintre]], kastilli Versailles ha Trianon.]]
 
==He bugale==