Iwan Nikolazig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎top: kempenn, replaced: XVII{{vet}} → {{XVIIvet}} using AWB
D →‎top: typo, replaced: a u → a u (4) using AWB
 
Linenn 3:
[[Skeudenn:Santez-Anna-GwenedDelwennIwanNikolazig.jpg|thumb|Delwenn Iwan Nikolazig a-us unan ouzh dorioù-dal penniliz Santez-Anna-Gwened.]]
[[Skeudenn:PoltredIwanNikolazigepennilizSantez-Anna-Gwened.JPG|thumb|Poltred Iwan Nikolazig e penniliz Santez-Anna-Gwened.]]
'''Iwan Nikolazig''' (badezet d'an 3 a viz Ebrel 1591 e [[Plunered]]-13 a viz Mae 1645 e [[Santez-Anna-Wened]], Plunered) a oa ur c'houer eus parrez [[Plunered]] e deroù ar {{XVIIvet}} hag a lavare en devout gwelet [[Santez Anna]].
 
En ur gêriadenn anvet Ker-Anna e veve [[Iwan Nikolazig]]. Ne oa ket eus ar re baour pa oa perc'henn war un nebeud parkoù. E [[1623]] en doa lavaret bout gwelet ur vaouez o kas bannoù lufrus hag o telc'her ur piled-koar. Hervezañ, d'ar 25{{vet}} a viz Gouere [[1624]] e teuas dezhañ ar vaouez evit lavaret : ''N'ho pet ket aon, me zo Ann, mamm Mari ! Lavarit d'ho [[person]] ez eus bet, e park ar Bossennoù, ur chapel dindan ma anv, an hini gentañ er vro. Nav c'hant pevar warn-ugent ha c'hwec'h miz zo ha fell' a ra din ma vo adsavet...'' Ne voe ket kendrec'het ar person betek an deiz e [[1625]] ma va konduet gant ur piled-koar ur strollad tud [betek] al lec'h ma'z eus bet kavet un delwenn gozh eus Santez Anna graet e prenn. Goude ur prosez e voe kendrec'het eskob Gwened hag e voe savet ur chapel eno e [[1628]]. Fiziet e voe meradur kef ar birc'hirinded d'ar Garmezidi a savas ur manati bras.
Er bloaz-se ec'h embannas [[Anna Aostria (1601-1666)]], rouanez Bro-C'hall, e ouestle ganedigezh ur mab da santez Anna, he maeronez. Berzh bras en deus graet ar pirc'hirinaj hag e voe savet ur renabl, "al Levr aour" evit enrollañ ar burzhudoù dindan evezh an Iliz.