Conradh na Gaeilge : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar Conradh na Gaeilge (lavaret [ˈkɔnˠɾˠə nə ˈgeːlʲɟə] ha muiañ brudet dindan he anv e saozneg ar Gaelic League) a zo ur gevredigezh a stourm "for the purpose of keeping the Irish language spoken in Ireland"/"Evit tizhout pall gwareziñ ha derc'hel bev an iwerzhoneg evel ur yezh komzet e [[Iwerzhon|Bro-Iwerzhon]]". Al league a zo bet krouet e Dulenn an [[31 Gouere|31 a viz Gouere]] [[1893]] gant ur brotestant anvet [[Douglas Hyde]], o tont eus [[Frenchpar]]k, barzh ranvro [[Roscommon]]. Sikouret eo bet gant [[Eugene O'Growney]], [[Eoin MacNeill]], [[Luke K. Walsh]] ha stourmerien iwerzhonat all. Al League a voe dioroet gant labour an unvaniezh kozh anvet [[Gaelic Union]] ha dont a reas da vezañ ar gevredigezh pennañ o labourat da ad-nevezadur an [[iwerzhoneg]]. Kentañ kazetenn ar gevredigezh a voe an An Claidheamh Soluis ("Ar c'hleze splann") hag he c'hazetenner brudetañ voe [[Padraig Pearse]].
 
War un dachenn politikel, ar gevredigezh a disachas kalz a broadelourien iwerzhonat, evel ar [[Gaelic Athletic Association]]. Dre al League, kalz a benn-stourmerien o deus gellet kejañ etrezo. Ar gejadennoù-se o deus degeset krouidigezh kevredigezhioù all evel an [[Irish Volunteers]] (e [[1913]]). Met ar Gaelic League na en em lakas ket er stourm politikel penn da benn. Tudoù evel [[Douglas Hyde]] a larent e oa ret leuskel ar sevenadur hag ar yezh er maez eus ar bolitikerezh. Kalz a aozerien eus [[emsavadeg Pask]] oant ezel eus ar Gaelic League.