For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Gwendal.P, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Gwendal.P. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Benoni 25 Ebr 2007 da 14:09 (UTC)Respont

Rummadoù kemmañ

Trugarez evit ar pajennoù a savez. Arabat disoñjal rummadiñ anezho avat, na disoñjal lakaat liammoù diavaez. Graet em eus evit Rainer-Maria Rilke, dit da welet penaos e vez graet. A galon, Benoni 10 Mae 2007 da 09:34 (UTC)Respont


Vot evit ur merour nevez kemmañ

Lakaet en deus Kadwalan e anv evit bezañ merour. Tu zo dit votiñ amañ: Wikipedia:Merour/Kadwalan. Trugarez,   Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 22:47 (UTC)Respont

renkadur ar rummadoù kemmañ

salut dit,

pa vez ar c'hod mañ: {{DEFAULTSORT:Tojo, Hideki}} e-barzh ur pennad, an holl rummadoù a vo renket hervez talvoudegezh ar c'hod. n'eo ket ret ouzpennan an dalvoudegezh-mañ da bep rummad

a galon --Paotr 13 Mez 2007 da 09:04 (UTC)Respont

Kemmadurioù kemmañ

Ar preder, hep kemmadur. Bianchi-Bihan 13 Mez 2007 da 09:48 (UTC)Respont

Eus netra evit ar poltred kemmañ

N'em 'oa ket bet re a boan d'he c'havout war ar genrouedad. Gwelet a ran e peus labouret kalzig war tudennoù japanad an eil brezel bed, ma fell dit em boa savet (klokaet ul listenn tudennoù a oa da ober amañ [1]. Ma 'z out dedennet (evit ar poent n'em eus ket kalz amzer da labourat war wikipedia, hogen pa kavin amzer, e klaskin labourat war an dudennoù-se ivez).--Ronan 12 Mez 2007 da 15:37 (UTC)Respont

Diwar-benn ar roll tudennoù kemmañ

A-du on ganit penn da benn evit ar pezh a sell ouzh klokded al listenn. Hogen, pouezus eo e vefe echu roll ar benntudennoù a-raok mont d'ober tud all (bez em eus ur roll evit an SS, evit soudarded Japanad... ivez). Setu, kroget e oan gant Rommel, ha klask a rin e echuiñ. --Ronan 13 Mez 2007 da 07:46 (UTC)Respont

N'ouzon ket piv ' zo o labourat war pennad Adolf Hitler, met gwir eo ez eo da glokaat, pa n'eo ket da ober. A-hend all, em 'efe ezhomm gouzout piv 'zo prest da labourat war ar pennadoù-mañ evit sevel strolladoù labour, gouzout a ran e c'hell Soig ober lod, te ivez moarvat, met ha tud all a vefe? --Ronan 13 Mez 2007 da 08:37 (UTC)Respont

Emvod kemmañ

Gwir eo em 'oa komzet eus se gant Soig, ret eo din sevel ur roll labour ha dreist holl kavout ul lec'h evit bodañ an holl, ul lec'h gant internet evit gwiriañ ar roll labour ha bras a-walc'h evit degemer an holl. Gant ur vodadeg, e vefe tu labourat efedusoc'h, ha kaout raktresoù sklaer war temoù lies. Ret eo dit (ha d'ar re n'anvezan ket) gwelet pelec'h vefe tu deomp hen ober (un dibenn sizhun, rak labourat a rin e-pad an hañv, 'vel kalzig ac'hanoc'h moarvat). --Ronan 13 Mez 2007 da 10:41 (UTC)Respont

Me soñj e vefe mat un dibenn sizhun e penn kentañ miz gouere (un hanter zevez a zlefe bezañ trawalc'h). Evit an niver a dud, n'eo ket se ar pouezusañ, ezhomm ez eus gouzout kentoc'h barregezhioù ha dreist-holl c'hoantoù pep hini evit gwelet petra ober. An emvod a c'hellfe bezañ graet war internet a-hend-all (war ur forom foran bennak pe war msn, pe traoù all ma annavez), an holl a c'hellfe reiñ e ali, e c'hoantoù... --Ronan 13 Mez 2007 da 19:22 (UTC)Respont

Tro 'm 'oa bet da gomz gant Lomig un nebeut mizioù 'zo, dedennet tre e oa gant ar raktres, mat ' vefe gwelet gantañ ivez. Va gudenn a zo: kavout ul lec'h evit ur vodadeg bennak, setu tout. Neuze, klask gwelet gant ar re all (pet int ez resis?), ha lavar din ma 'p eus traoù nevez. --Ronan 14 Mez 2007 da 16:29 (UTC)Respont

Ya mat e vefe pediñ Lomig. Mat eo din ivez ur sal e Lesneven (met ha gellout a rafe dont ar re all du-se?). Seul vuioc'h a dud a vo er jeu seul welloc'h e vezo, ha seul vuioc'h a dud barrek war traoù disheñvel seul welloc'h e vezo ivez! Ken ar c'hentañ --Ronan 14 Mez 2007 da 19:29 (UTC)Respont

Ac'h kemmañ

Ar gwir 'zo ganit evit ar pezh a sell ouzh pajennoù 'vel Palestina, Jeruzalem,... Dav 'vo deomp labourat warno gwir eo, n'am eus ket kalz amzer evit ar poent met pa 'm bo e larin dit. Gallout a rafemp dispartiañ al labour evit bezañ efedusoc'h ivez. A bichon. --Gwendal 14 Mez 2007 da 13:45 (UTC)Respont

Liammoù kemmañ

Salud dit, pa savez liammoù a denn d'an deiziadoù, na skrivez ket, da skouer, "15 a viz Eost " met 15 a viz Eost, Mod all n'a ket en dro. Ouzhpenn, n'eo ket fall ober dave d'an darvoud meneget war bajenn an deiziad. Trugarez ha ken'o--Kadwalan 14 Mez 2007 da 16:20 (UTC)Respont

An dra-se eo am eus skrivet end-eeun. Sell ouzh al liamm glas--Kadwalan 14 Mez 2007 da 16:52 (UTC)Respont
Diwall pa skrivez: ma Lesneven a zo re bell, ma Lomig c'helfe dont. Ne glot ket gant yezhadur ar brezhoneg. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 22:26 (UTC)Respont


Mouezhiadeg kemmañ

Trugarez da vezañ votet evidon. A galon --Kadwalan 15 Mez 2007 da 09:41 (UTC)Respont

skeudennoù kemmañ

Salud. 'M eus aon ne ouzon ket hiroc'h evidout war ar c'hraf-se. Lennet me eus ar menegoù a oa eveldout a dilezet em eus evit ar mare. Klask a rin deskiñ un tamm muioc'h rak chati am bez ivez gant ar gwirioù daonet-se. Lâr din ma kavez ur finesa  . --Kadwalan 15 Mez 2007 da 10:49 (UTC)Respont

Poltredoù ar roukined... naf kemmañ

Setu, lâr din war peseurt pennadoù eo ret poltredoù, ha lakaat a rin evidout...

Gant ar vezh ! kemmañ

Emaint o treiñ titloù livadurioù e Brezhoneg... C'est du lourd ! Nann, evit gwir, penaos labourat gant ur skipailh e-giz-se ? Malo 17 Mez 2007 da 16:13 (UTC)MaloRespont

Sioul! N'eo ket ret fuloriñ ken prim all. N'on ket nag a-enep hag a-du - ne vern din e gwirionez met ret e vefe sklaeraat an traoù un tammig. Perak n'haller ket treiñ titloù oberennoù livadurioù e brezhoneg? Peogwir eo e galleg pe e spagnoleg o zitloù orin? Peseurt yezhoù a rankfent chom hep bezañ troet ha pere a rankfent bezañ troet? Ha komprenet e vez ar spagnoleg gant an holl vrezhonegerion/ezed pe ne vern? Hag an alamaneg, ar saozneg pe c'hoazh ar gresianeg, an arabeg pe ar sinaeg? Ma chomer hep treiñ titloù oberennoù Picasso e brezhoneg, daoust hag-eñ e rankfer ober heñvel gant an daolenn Κεφαλή gant Nikos Nikolaou pe rankout a rafe bezañ troet "Penn" pe treuzskrivet "Kefali"? Ha titl an daolenn الرائد الفكرى gant Hasan Mohamed Hasan pe 庐山高图 gant Shen Zhou pe הסתגרות gant Yitzhak Yamin pe Na etapie gant Kazimierz Alchimowicz pe Портрет детей художника gant Konstantin Makovsky? --Neal (Kaozeal) 17 Mez 2007 da 16:34 (UTC)Respont
Evit ur wech e vin a-du penn-da-benn gant Neal. Mont a ra an afer pelloc'h eget anvioù gallek livadurioù Picasso. Neuze, n'eo ret hastañ.
Livourien all zo, ha sonerien , ha skrivagnerien: ret e vo ober ul lezenn evit an holl? evit pep rumm? a zisplijo da lod? ma vez ul lezenn ec'h aliin ar re he savo da ober al labour o-unan.
Treiñ titloù livadurioù e brezhoneg n'eo ket nevez: ar Balkon a oa an hini kentañ graet ganin e miz Kerzu 2006. Abaoe em eus graet un toulladig (sell er rummadoù livourien ha livadurioù), ha n'em eus ket kavet kalz labourerien war an dachenn. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 16:56 (UTC)Respont
Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 16:46 (UTC)Respont

Pegoulz e krogomp ? kemmañ

Mat eo din, echuet em eus ma fennad war Slayer... Dieub on neuze da labourat war ar re a c'hwez iskiz... ;) Lâr din ar pezh 'zo ret d'ober setu tout... 'p eus ket danevelloù, euh keleier digant Morvan modall ? Peogwir n'en deus ket respontet d'am fostel... plij a rafe din kenlabourat gantañ war strolladoù sonerezh... ne c'hellomp ket kaout pep tra... Prest on modall, gortoz a ran da urzhioù ! Malo Malo 18 Mez 2007 da 17:09 (UTC)Respont

Evit ar skeudennoù ez eo aes :

  1. skrivañ [[Skeudenn: Anv_ar_skeudenn.xxx]] (xxx = gif, jpg, png, svg...)
  2. Goude bezañ savet ar pennad, ruz e vo al liamm
  3. Klik
  4. Ret e vo eilañ war ar servijer.... Diouzh reizh en em adkavi.
  5. Na zisoñj ket da vezañ savet ur skeudenn war da urzhiataer en a-raok

Da maish Malo 18 Mez 2007 da 19:49 (UTC)Respont

Anv kemmañ

Salud dit ! Dedennus eo ar pennadoù ac'h eus savet diwar-benn tud brudet en istor Iwerzhon. Met diwall da skrivañ mat ar ger anv. N'eus tildenn ebet war an n. A galon, --Llydawr 4 Gou 2007 da 17:34 (UTC)Respont

Kaozeadenn_Implijer:MP#Petra_ober_.3F

Kaozeadenn_Implijer:MP#Setu_penaos...

Kaozeadenn_Implijer:MP#Respont_d.27ar_respont

Kaozeal:Porched:Prederouriezh#Labourerien


Roll ar bibien kemmañ

A-du on labourat war ar bibien 'vel just, gwelet 'm eus traoù dedennus war ar wikipediaoù all hag a vefe brav lakaat war an hini brezhoneg. Al Lists of popes tennet eus ar wiki english a seblant bezañ an hini klokañ, dav 'vefe ober un daolenn 'vel m'o deus graet, sklaeroc'h eo, dedennusoc'h...(ur pezh mell labour a zo bet graet ganto.) Dav 'vefe ober ul List of antipopes ivez. Hag eñ eo ret brezhonekaat anvioù ar bibien (stil Benoît XVI/Benedict XVI -> Beneat XVI)? D'am soñj ya met evit reoù 'zo ne velan ket penaos treiñ... Da wellet met me 'zo a-du ober an daolenn dija.--Gwendal 5 Eos 2007 da 18:45 (UTC)Respont

Greomp e giz-se ya. Unan war zaou a zo mat. ober a ri From 250 to 499 ha me From 500 to 749 etc...--Gwendal 6 Eos 2007 da 12:06 (UTC)Respont

Patrom bro kemmañ

Demat, ur patrom a zo dija evit sevel pajennoù war stadoù ar bed: Patrom:Infobox bro/teul. Kalz aesoc'h e vo dit : n'eus nemet leuniañ an toulloù d'ober.  Benoni (Kaozeadenn) 9 Eos 2007 da 22:26 (UTC)Respont

Lakaet ar patrom ganin. Leuskel a ran ac'hanout e beur-leuniañ ma fell dit.  Benoni (Kaozeadenn) 9 Eos 2007 da 22:52 (UTC)Respont

Jeneraled pennañ B.A. kemmañ

Bonjour deoc'h Aotrou! Maurice Challe, Edmond Jouhaud, Raoul Salan hag André Zeller (anv ar pevar jeneraled ar c'hoant ganto kemer ar galloud dre un taol-stad) a vefe mat ober marteze. Ar jeneral Jacques Massu a vefe mat ober ivez. Mod all 'vefe tu ober tudennoù pennañ evel Fañch Mit', Guy Mollet, Jacques Soustelle pe c'hoazh Michel Debré. Messali Hadj, Abane Ramdane (tu aljeria) perak pas... ale, ken tuch' --Gwendal 19 Du 2007 da 10:50 (UTC)Respont

Pennad mat kemmañ

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon,  Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:14 (UTC)Respont

Trugarez da zont da reiñ an dorn din mar karez war pajenn kaozeadenn thebai. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.

Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. Ar pezh a lavar n'eo meneget neblec'h--Kadwalan 24 Gen 2008 da 10:26 (UTC)Respont

Da gentañ-holl n'eo ket amañ al lec'h dereat, me 'gav din, evit komz eus ur c'hraf resis-tre gouestlet ur bajenn gaozeal bouetat mat dezhañ dija, daoust ha ma anzavan e ma c'hell pep hini mont e darempred gant ar genlabourerion all mar fell dezhañ evel-just. Respont a ran amañ neooazh dre ma glasker lakaat da grediñ ez eus ur seurt brezelig etre Kadwalan ha me war ar c'hraf-se ha mat eo din sklaeraat an traoù. Arabat bezañ chalet, goude bezañ respontet d'e evezhiadennoù amañ e kendalc'hin war al lec'h dereatoc'h meneget a-us.
Ret eo lâret krak ha krenn n'eo ket gwir na tamm ebet ar pezh a zo tamallet din rak n'em eus biken lâret e oa arabat ober gant "stummoù digemeret er geriadurioù".
Displegadennoù hiroc'h:
Da gentañ holl, n'eo ket ganin m'eo bet kinniget ober gant ar stumm Thebai, daoust ha ma c'hellan sevel a-du gantañ rak kavout a ra din e klota gant ar reolenn bet degemeret war ar c'hraf-se (hini an doare da vrezhonekaat an anvioù gresianek divoutin).
Da eil e kavan ec'h eo daou dra disheñvel komz eus stummoù hengounel pe anavezet-mat ha stummoù kavet er geriadurioù ha/pe el levrioù implijet gant Diwan - klotaat a c'hellont, met ne glotaont ket dre ret an eil re gant ar re all.
Da drede e vefe mat sklaeraat pe geriadurioù a ranker lakaat da bennvammenn ma'c'h eo homañ ar bennaenn a vo lakaet e pleustr, da skouer "douaroniezh" pe "geografiezh" (n'eo ket ar stumm implijet gant Diwan atav an hini bet implijet ar stankañ war ar raktres-mañ).
Da bevare, n'eo ket kevatal da sav-poent terminologel personel-te dre ret ouzh bezañ "kizidik [...] ouzh implij reizh ar c'heriaoueg", rak ken reizh all eo ar stummoù all. Un afer dibaboù terminologel an hini eo kentoc'h evit un afer reizhder.
A galon, ha digarez evit bezañ implijet da bajenn gaozeal personel evit traoù komzet diwar o fenn e lec'h all dija, Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2008 da 14:34 (UTC)Respont

Pec'hed kemmañ

Sell er geriadur: n'eus perc'hed ebet .Pec'hed eo ar ger (distaget "é" éveljust). Sell ivez ouzh ar pennad seizh pec'hed kapital. Sur-mat e rez ar c'hemm etre sec'hed ha serc'hed. A galon. Bianchi-Bihan 29 Meu 2008 da 05:02 (UTC)Respont


Goebbels kemmañ

Salud dit. Plijout a ra din da bennadoù rak boued zo e-barzh ha n'eus ket kalz pennadoù gouest da sachañ lennerien evel se war hon wikipedia. Arabat eo koll kalon eta. Fazioù a vez graet gant an holl met pep hini a c'hall deskiñ tamm-ha-tamm. Kontant on da respont ac'hanout ma'z teus tra pe dra da c'houlenn diganin diwar-benn ma reizhadennoù. Splann a-walc'h e vo ar mankoù a zeu ingal a-walc'h ez pennad a-hend-all ma sellez ouzh ma reizhadennoù e pajenn istor ar c'hemmoù. Ar re-se a c'haller reizhañ en doare aesañ da'm soñj. Lavaret a rafen dit diwall da gentañ ouzh ereadur an islavarennoù, en urzh stagell/verb displeget/rener renadenn dreist-holl. Ken ar wezh all ez an da glask treiñ un tamm muioc'h eus buhez Hemingway. --Kadwalan 15 Ebr 2008 da 22:49 (UTC)Respont

Kristeniezh kemmañ

Ar wirionez a zo ganit Gwendal. A-du on kregiñ gant ar penn kentañ (d.l.e. en un doare kronologel ya) Sellet 'm eus evit an ebestel (roll an ebestel) ha n'eus ket kalz a voued, allaz! (petra oe). Deomp dezhi neuze. Evit an daveoù e vefe mat teurel ur sell e-barzh An Testamant Nevez "Kelou Mad Jezuz or Zalver" embannet gant Minihi Levenez (An Testamant Nevez lakaet e brezoneg gand Pierre Guichou diwar ar C'hresianeg.). A-bouez e vefe klokañ pennadoù ar pevar avielour ivez (soñj ket dit?). ale ken a vo.--Gwendal 19 Ebr 2008 da 18:58 (UTC)Respont

Unander kemmañ

Troet out da lakaat ar verb el liester gant ar rener el liester: difaziet em eus er pennad Tadoù an Iliz, ur salud dezho. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2008 da 08:15 (UTC)Respont

Difaziañ zo ret, hag evel-se ec'h a ar wiki en-dro. N'haller ket trugarekaat atav. N'em boa ken c'hoant nemet sachañ da evezh war ur pleg fall, abalamour dit da ziwall, ha da zeskiñ, evel ma reomp holl. A galon. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2008 da 13:32 (UTC)Respont


Tadoù an Iliz kemmañ

Taoler a rin ur sell. A galon.--Kadwalan 22 Ebr 2008 da 22:47 (UTC)Respont

The king of Pop? kemmañ

Sell 'ta piv! plijet bras on e teufec'h en-dro. C'hoant 'moa kregiñ 'barzh traoù a den d'ar relijion gristen (ebestel...), met gotoz a rin fin ar miz evit en ober. N'am eus ket dafar a-walc'h 'vit poent. N'am eus ket soñjoù all e mod all. (echuiñ ar pennad war RHCP hag RL Stevenson emaon mod all). Marteze e c'hellfemp kavout taolennoù/rolloù all d'ober? Da welet...--Gwendal 9 Eos 2009 da 18:15 (UTC)Respont

Emaon o paouez echuiñ Tadoù an Iliz. Ma labouran war ar relijion e rin war an doueoniezh. Met furchal a rin evit klask kavout pennadoù a c'hellfemp ober ni hon daou (dindan an heol KLOUAR...). Klask ivez mar gellez ha kas da soñjoù din. --Gwendal.P 9 Eos 2009 da 18:33 (UTC)Respont

Damkaniezh ar strolloù kemmañ

Keneil ker,

emaon o treiñ al lodenn 'Arloadurioù' eus ar Wiki galleg, hogen e vank din un nebeut termenoù fizikel. Ha tu ve dit treiñ al lodenn e 'm flas mar plij ?

A galon--Malo 11 Eos 2009 da 21:10 (UTC)Respont

Arlevier kemmañ

Keneil ker,

ha tu ve dit difaziañ va fennad ? A galon--Malo 25 Eos 2009 da 08:56 (UTC)Respont

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ) kemmañ

 Galvadenn


Merour·ion·ezed nevez zo ezhomm !
Lakait hoc'h anv pe hini un implijer/ez all amañ

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:07 (UTC)Respont

E ser an dilennadeg kemmañ

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[2]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[3]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[4] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant ..., Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha ... (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha ... gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha ... gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[5] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 15:02 (UTC)Respont

E ser doareoù Bianchi-Bihan kemmañ

E ser va stankadennoù kemmañ

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[6] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg kemmañ

  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[7] ha [8]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha Kdbzh, arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha ... an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha ... an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [9]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [10]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[11]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven