Edmond Jules René Jouhaud, deuet er bed d'an 2 a viz Ebrel 1905 e Bousfer (Aljeria) ha tremenet d'ar 4 a viz Gwengolo 1995 e Royan (Charente-Maritime, Bro-C'hall), a oa ur jeneral en aerlu gall.

Edmond Jouhaud,
luc'hskeudennet e 1961.

Kemer perzh a reas en Eil Brezel-bed hag e Brezel Aljeria.
A-gevret gant Maurice Challe, Raoul Salan hag André Zeller e voe e penn putsch ar jeneraled a c'hoarvezas en Aljer eus an 21 d'ar 26 a viz Ebrel 1961. Ur c'hwitadenn e voe an taol-Stad, ma klaskas Jouhaud tec'hel kuit. Harz a voe lakaet warnañ d'ar 25 a viz Meurzh 1962 avat ha barnet d'ar marv[1] gant al lez-varn-vrezel uhel[2] d'an 13 a viz Ebrel 1962. Chom a reas bac'het, hag eñ en engortoz a vezañ kaset d'ar marv, betek an 28 a viz Du 1962 pa voe skañvaet e boan e bac'hadur hed e vuhez. Dieubet e voe da-heul distaoladeg 1968 (Lezenn n°68-697 an 31 a viz Gouere 1968).
Adtapout a reas e rez a uhelofiser e 1982.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Barnet e voe an tri jeneral all da vezañ bac'het.
  2. Krouet d'ar 27 a viz Ebrel 1961 e voe divodet d'ar 26 a viz Mae 1962.