Jakob Hutter : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: r e → r e (6) using AWB
Linenn 3:
 
==E vuhez==
Ganet eo bet Hutter e Moos e-kichen [[Sankt Lorenzen]] e traonienn ar [[Puster]] e [[Su Tirol]] (bremañ e [[Bro-Italia]]). Deskiñ a reas ar vicher a doger e [[Prags]] e traonienn ar [[Puster]] ha dont a reas da vezañ un artizan-baleer.
 
Kejañ a reas gant [[advadezour|advadezourien]] evit ar wech kentañ e [[Klagenfurt]] ha buan e voe kendrec'het gant o c'helennadurezh. Kregiñ a reas da brezeg en Tirol, o krouiñ un toullad kumuniezhioù bihan.
 
E penn kentañ [[1529]] e krogas pennadurezhioù Tirol da heskinañ an advadezourien. Mont a reas Hutter hag un nebeud re all da [[Moravia|Voravia]] peogwir o doa klevet ne oa ket ken garv an heskinerezh eno. Kavout a rejont e oa gwelloc'h ar saviad hag advadezourien Tirol a zivizas divroañ. Tra ma yeas Strolladoù d'ober o annez e Moravia, e vanas Hutter e Tirol evit bleniañ ar re a oa chomet.
Ne voe ket tapet Hutter gant ar pennadurezhioù peogwir ne lavaras netra an advadezourien bet paket diwar-benn e zoareoù zoken goude bezañ bet jahinet garv.
 
Embann a reas [[Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel|Ferdinand Iañ]], Impalaer Roman Santel hag arc'hdug [[Aostria]] e [[1527]] ne vefe damasantet da sektenn disivouder ebet.
Linenn 14:
Tec'hout a reas Hutter da Voravia pa voe an heskinerezh enep an advadezourien e Tirolen e washañ e [[1533]]. Kalzik advadezourien all eus [[Pfalz]], [[Schwaben]] ha [[Silezia]] a zeus d'ober o annez e Moravia ivez.
 
Hutter a unvanas ar c'humuniezhioù advadezour o reiñ tro d'an advadezouriezh da ziorren a Moravia. Leviet gant Hutter e tibabas un darn eus ar c'humuniezhioù lakaat o madoù e boutin hervez doareoù ar gristenien gentañ ouzhpenn o c'hredenn advadezour en nann-feulster hag e badeziant an dud deuet.
 
E 1535 gouarnamant Moravia a argasas an holl advadezourien diouzh ar vro. Strewiañ a rejont er broioù tro-dro.
Linenn 25:
 
==Film==
''Jakob Hutter und die Hutterer, Märtyrer des Glaubens'', teulfilm, 82munutenn, Aostria, 2004, gant Thomas F. J. Lederer, produet gant Louis Holzer, Taura Film
 
==Levrlennadur==