Cymru Fydd : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: l [ → l [ (2) using AWB
 
Linenn 3:
'''Cymru Fydd''' (distaget [{{IPA|ˈkəmri ˈvi:ð}}] e kembraeg) a oa ur strollad brogarour kembreat a voe savet gant Kembreiz eus [[Londrez]] e [[1886]]. Fellout a rae d'al luskad-se e vefe emren [[Kembre]]. Anv saoznek ar strollad e oa ''Young Wales'', kement ha diskouez e kemerent skouer war an emsav [[iwerzhon]]at evit an emrenerezh anvet ''[[Young Ireland]]''. Hag evel en Iwerzhon e c'houlennent e vefe tennet he statud ofisiel digant an [[Iliz anglikan]] er vro hag e vefe [[Digefridieladur (relijion, Rouantelezh-Unanaet)|disrannet an iliz anglikan]] e Kembre diouzh [[Iliz Bro-Saoz]].
 
E-touez izili anavezetañ Cymru Fydd e oa an istorour [[John Edward Lloyd]], [[Owen Morgan Edwards]], ar politiker frankizour [[Thomas Edward Ellis]] ha tud all c'hoazh evel [[Beriah Gwynfe Evans]] ha [[Michael D. Jones]].
 
Embannet e veze div gelaouenn gant al luskad, ''[[Cymru Fydd (kelaouenn)|Cymru Fydd]]'' e [[kembraeg]] ha ''[[Young Wales]]'' e saozneg. Mont a reas ar c'helaouennoù d'an traoñ e dibenn an {{XIXvet kantved}} ha krakvevañ a reas ar strollad betek deroù an {{XXvet kantved}}.
Linenn 9:
== Levrlennadur ==
*Kenneth O. Morgan : ''Rebirth of a Nation. Wales 1889-1980''. Oxford: Oxford University Press. 1981 {{en}}
*Dewi Rowland Hughes : ''Cymru Fydd 1886-1896''. University of Wales Press. 2006 {{cy}}
 
[[Rummad:Istor Kembre]]