Hélène Boucher : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+ rummad
D typo, replaced: z d → z d, <ref> → <ref> (3) using AWB
Linenn 22:
Merc'h e oa d'an tisavour Léon Boucher ([[1868]]–[[1939]]) ha d'e wreg Élisabeth Hélène Dureau. Pa darzhas ar [[Brezel-bed kentañ]], an tiegezh a guitaas Pariz d'en em staliañ en o zi kozh e [[Yermenonville]] ([[Eure-et-Loir]]). Eno e tastumas Hélène skridoù ha luc'hskeudennoù a denne d'al levierien ha d'an nijerezioù. Goude ar brezel e tistroas gant he familh da Bariz, ma reas he studioù. Da 16 vloaz e tapas he aotre da vleinañ [[karr-tan|kirri-tan]], a-raok kenderc'hel gant he studioù e Skol an Arzoù-Ker.

E [[1930]], d'an oad a 22 vloaz, e tivizas bezañ levierez a-vicher evit kaout an dial eus marv al levier ha saver nijerezioù [[Jean Hubert]] ([[1885]]–[[1927]]), a oa mignon d'he breur. He nijadenn gentañ a reas d'ar [[4 a viz Gouere]] hag adalek miz Meurzh [[1931]] e teskas leviañ. Brevedet e voe d'an [[21 a viz Even]], goude 100 eurvezh nij hag un nijadenn diouzh noz. Bloaz war-lerc'h e voe brevedet a-vicher, ar pevare maouez e [[Bro-C'hall]] goude [[Adrienne Bolland]] ([[1920]]), [[Maryse Bastié]] ([[1925]]) ha [[Maryse Hilsz]] ([[30 Ebrel]] 1930). Diouzhtu e prenas ur nijerezig eildorn, un [https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k65680224/f15.item De Havilland DH.60G Gipsy Moth] [[Bro-Saoz|saoz]] bet marilhet F-AJKM e miz Kerzu [[1929]] (G-AALY e oa e Bro-Saoz). <ref>{{en}} {{cite web|url=http://www.airhistory.org.uk/gy/reg_F-6.html|title=''Golden Years of Aviation''|accessdate=24 Mezheven 2019}}</ref><ref>{{fr}} {{cite web|url=http://amcl-29.e-monsite.com/pages/section-maquettes/code-f-ajkm.html|title=Lunell|accessdate=24 Mezheven 2019}}</ref>
==Respet==
E miz Here [[1932]] e kemeras perzh e nijadeg [[Caen]]–[[Deauville]] ; sac'het e voe he nijerez, ret e voe dezhi pradañ ha chom a reas an nijerez a-skourr ouzh ur wezenn, met dibistig e voe al levierez yaouank.

D'an [[2 a viz Gouere]][[1933]] e nijas e redadeg an Daouzek eurvezh en [[Angers]] en ur gas an danvez levierez [[Edmée Jarlaud]] ([[1910]]–[[1939]]) ganti ; 14{{vet}} e voe he renk, met ar c'hentañ maouez oc'h echuiñ e voe.

Miz diwezhatoc'h, d'an [[2 a viz Eost]], e tapas rekord ar bed an uhelder (5 900 m) evit al levierezed war bourzh ur [https://www.aviafrance.com/mauboussin-m-123-corsaire--aviation-france-1118.htm Mauboussin M-123 Corsaire].

Adalek miz Gwengolo e heulias kentelioù troioù-ouesk war nij.

E [[1934]] ez eas gant al levierezed Adrienne Bolland ha Maryse Bastié da stourm evit ma vije roet d'ar merc'hed ar gwir da vouezhiañ, a-du gant ar [[Politikerezh|bolitikourez]] [[Gwregelouriezh|wregelour]] [[Louise Weiss]] ([[1893]]–[[1983]]).

Er bloaz-se e voe gopret gant an embregerezh Caudron-Renault evit amprouiñ embregadusted o nijerezioù. <ref>REDIER, Antoine : ''Hélène Boucher, jeune fille française'', Flammarion, 1935 — {{cite web|url=https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k3355367f/f11.item.texteImage.zoom|title=En-linenn|accessdate=24 Mezheven 2019}}</ref>

D'an [[8 a viz Gouere]] e voe eil e Daouzek eurvezh Angers — en he unan war bourzh un nijerez [https://www.avionslegendaires.net/avion-militaire/caudron-c430-c450-c460-rafale/ Caudron C.430 Rafale] e-pad 12 eurvezh, pa oa daou nijer en ardivikink a dapas ar priz kentañ. Ganti evelato ez eas rekord etrebroadel tizh ar merc'hed war 1 000 km gant 250,086 km/h keitat. <ref>Ul levierez all anvet Becker a oa gant H. Boucher. Gwelit {{fr}} HIRSCHAUER L. & DOLLFUS Ch. : ''L'Année aéronautique 1936–1937'', Dunod, 1937 – {{cite web|url=https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k6554818g/f90.item.r=Boucher|title=En-linenn|accessdate=24 Mezheven 2019}}</ref>

D'an 30 a viz Du, e-kerzh un nijadenn-bleustriñ e Guyancourt gant he ardivink Caudron C.430 Rafale, e voe tapet an nijerez gant barr ar gwez hag e yeas da flastrañ ouzh an douar. Gloazet-garv e voe Hélène Boucher, a varvas en hent da ospital [[Versailles]].