Sejong Veur (Joseon) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: e [ → e [ (3) using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
Linenn 24:
Sejong eo a lakaas en e sav [[Skolaj ar re Enorus]] (집현전 ; 集賢殿 ; Jiphyeonjeon) e [[1420]] e [[Plaez|palez]] ar roue. Bodañ a reas en-dro dezhañ [[Kefredour|kefredourien]] eus Korea a-bezh. Gant helenneien Skolaj ar re Enorus e veze skrivet an [[Istor]] gant dielloù, savet teulioù ha dastumet levrioù war a bep seurt danvezioù.
 
Priziet-kaer eo ivez skridoù Sejong. Gantañ eo bet savet skridoù brudet ar ''Yongbi Eocheon Ga'' ("Kanaouennoù an erevent nij" [[1445]]), ar ''Seokbo Sangjeol'' ("Tammoù eus buhez Bouda", Gouere [[1447]]), ar ''Worin Cheon-gang Jigok'' ("Kanaouennoù da sked al loar war mil stêr", Gouere [[1447]]), hag oberenn dave an ''Dongguk Jeong-un'' ("Geriadur sinaeg-koreaneg an distagañ reizh", Gwengolo [[1447]]).
 
Marvet eo Sejong d'an oad a 52 vloaz. Douaret eo bet e [[Maozoleon Yeong|Mozoleon Yeong]] (영릉 ; 英陵). War e lerc’h eo e vab [[Munjong a Joseon|Munjong]] a savas er galloud.