Skritur meroitek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
Poltred
D →‎top: esaouenn using AWB
Linenn 3:
[[Restr:British Museum - Hamadab Stela 02.jpg|thumbnail|kleiz|Un testenn skrivet en meroitek: maen-sonn Hamadab, [[British Museum]].]]
Ur skritur [[soniadouriezh|soniadurel]] eo dre ma vez merket ar vogalennoù hag ar c'hensonennoù.
Alfabetek e oa al lizherenneg evit ar pep brasañ gant ur [[vogalenn]] /a/ dre ziouer, diskriv; ne veze resisaet nemet ar vogalennoù all. N'eus doare ebet da ziforc'hañ ur [[kensonenn|gensonenn]] en hec'h-unan eus an hevelep kensonenn mui /a/. Gant se, ez eo '''m''' evit ar [[silabenn]] /ma/ hag ar gensonenn /m/, tra m'eo '''mi''' evit ur /mi/ alfabetek penn-da-benn. Er ster-se e tenn kalz ar skritur meroitek d'al lizherennegoù [[abugida]]ek [[India|Indezek]] a oa o tiorren d'an hevelep koulz. Alies ne veze ket skrivet kensonennoù silabennek zo e dibenn ar gerioù, evel /n/ pe /s/.
 
23 arouezenn a oa en holl, teir vogalenn en o zouez :
Linenn 9:
pevarzek kensonenn bennak, gant ur vogalenn /a/ goulakaet nemet e vije merket ur vogalenn all :
*'''y'''(a), '''w'''(a), '''b'''(a), '''p'''(a), '''m'''(a), '''n'''(a), '''r'''(a), '''l'''(a), '''ch'''(a) (marteze [[kensonenn c'houel staon|gouel staonekaet]], evel en [[alamaneg]] ''ich'', pe [[kensonenn hogedennek|hogedennet]], evel e [[nederlandeg]] ''dag''), '''kh'''(a) ([[kensonenn staon|staonekaet]], evel en [[alamaneg]] ''Bach''), '''k'''(a), '''q'''(a), '''s'''(a) pe '''sh'''(a), '''d'''(a);
ha peder arouezenn silabennek-rik n'hallont ket bezañ kemmet gant un arouezenn vogalennek :
*'''ne''' pe '''ny'''(a), '''se''' pe '''s'''(a), '''te''', '''to''', '''t'''(a) pe '''ti'''.
Tabut zo c'hoazh evit gouzout hag-eñ ez eo '''se''' evit ur silabenn pe ur gensonenn /s/, diforc'h eus '''s''' evel /š/; heñveldra evit '''ne''' evel ur silabenn pe ur gensonenn /ñ/; hag hag-eñ e c'hallje '''t'''' bezañ bet evit ar silabenn '''ti'''. Lod a soñj dezho e c'hallje an implij eus silabennoù e-lec'h lizherennoù alfabetek evit sonioù zo bezañ bet evit merkañ diforc'hioù [[rannyezh]]el e diabarzh ur skritur unvan.