Diforc'h T-V : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: o . → o . (2) using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 5:
Krouet e oa bet an [[nevezc'her]]-mañ (saoz. '''''T-form''''' ha '''''V-form''''') e [[1960]] gant Brown and Gilman awenet gant lizherennoù kentañ ar [[Raganv-gour|raganvioù-gour]] [[latin]] '''''t'''u'' ha '''''v'''os'', implijet er pen-kentañ evit merkañ an unander hag al liester hepmuiken er [[yezh]]-se.
 
Ne vez ket graet an diforc'h-mañ gant meur a yezh, evel da skouer ar [[saozneg]] ma ne reer nemet gant ar ger ''you'', ken el liester ken en unander, hep diforc'h sevended ebet.
 
E meur a yezh ma vez graet gante an diforc'h a sevended-mañ eo bet diorroet ar stumm uhel (stumm '''V''') diwar ur raganv liester, evel da skouer er [[yezhoù romanek]] ma teu ar stumm '''T''' diwar ar stumm unander latin '''''t'''u'' keit ha ma teu ar stumm '''V''' diwar ar stumm liester e latin '''''v'''os''. Ul liamm sklaer ez eus etre diorroadur ar stummoù-mañ ma vez implijet al liester evit merkañ ur sevended uheloc'h hag ar ''[[pluralis majestatis]]'',da lâret eo implij stumm liester ar c'hentañ gour ("ni") gant tud a garg uhel e yezhoù hag e degouezhioù zo e lec'h ar stumm unander ("me", da skouer e saozneg: '''''We''' are not amused'' distaget gant ar rouanez oc'h ober dave outi hec'h unan (d.l.e.: "N''''on''' ket plijet").