Charlotte Guest : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎''The Mabinogion'': typo, replaced: t [ → t [ (2) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[Skeudenn:Guest3.jpg|250px|right|thumb|An Itron Charlotte Guest]]
'''Charlotte Bertie''', anavezetoc'h evel '''Charlotte Guest''', ganet d'an [[19 a viz Mae]] [[1812]] en [[Uffington]], [[Lincolnshire]], e [[Bro-Saoz]], ha marvet d'ar [[15 a viz Genver]] [[1895]], a zo brudet evel ar vaouez a droas ar [[Mabinogi]] eus ar c'hembraeg d'ar [[saozneg]] en XIXvet kantved.
 
==He buhez==
Linenn 7:
Barrek e oa war ar studi, hag hec'h-unan e teskas [[arabeg]], [[hebreeg]], ha [[perseg]]. [[Benjamin Disraeli]], a oa da vezañ Kentañ Ministr diwezhatoc'h, a reas un tamm lez dezhi pa oa krennardez.
 
E [[1835]], ha hi en he 23 bloaz, e timezas da ''Sir [[Josiah John Guest]]'' ([[1785]] - [[1852]]), a oa unan eus mistri labouradegoù houarn e kreisteiz [[Kembre]], ha perc'henn labouradegoù houarn [[Dowlais]] ([[Dowlais Iron Company]]). Eured a voe abalamour ''da zimeziñ an arc'hant kozh d'an arc'hant nevez'', ha n'eo ket abalamour da soñjoù romantel diouzh ar c'hiz e lennegezh ar mare. 23 bloaz e oa hi, 51 e oa eñ. Mont a rejont da chom da Dowlais, e [[Merthyr Tudful]], goude ma voe bet dilennet he fried da gannad evit pastell-vro Merthyr Tudful e 1832. Evurus e voent ha 10 bugel o doe.
Troet e oa Charlotte gant gwelvaoù romantel Kembre, ha gant lennegezh he bro nevez. Deskiñ kembraeg a reas mat a-walc'h da lenn ha da gomz ouzh he bugale, pezh na veze ket graet en he metoù tamm ebet en amzer-se. Perzh a gemeras en obererezh he fried, ken evit ar gumuniezh, ken evit e aferioù ivez, pa droas e [[galleg]] meur a skrid teknikel. Anvet e voe John Guest da ''varonet'' e 1838.<br />
Pa grogas yec'hed he fried da vont war fallaat e voe ret da Charlotte tremen muioc'h a amzer war-dro an embregerezh, ha ne reas nemet se ken goude e varv e 1852.
Linenn 29:
** ''Culhwch ac Olwen'' ('' [[Kulhwch hag Olwen]] '')
** ''Breuddwyd Rhonabwy'' ('' [[Hunvre Rhonabwy]] '')
**'' [[Hanes Taliesin]] '' ('' Istor Taliesin''), zo un oberenn skrivet kalz diwezhatoc'h, ha n'emañ ket el Levrioù Gwenn na Ruz, ha ne vez ket embannet en troidigezhioù a zo bet graet abaoe.
 
Embannet e voe an troidigezhioù e teir levrenn, a ginnige ar skrid [[krenngembraek]] ivez e [[1846]]. Un embannadur all a voe e [[1877]], gant skeudennoù, ha hep kembraeg.