Marc'hegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Istor: typo, replaced: a n → a n using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 9:
 
==Istor==
Prouet eo bet e veze pleustret ar marc'hegañ er c'harrier e 1500 a-raok J.K. E Gres gwechall e veze "labouret" ar c'hezeg evit ma teufent da vezañ sentus hag aes da embregañ. Met ne oa nemet er 16vet kantved e oa savet ar skolioù marc'hegañ kentañ. E Bro-C'hall e veze taolet muioc'h a evezh ouzh ar skañvder hag an arz, tra ma vezo taolet evezh ouzh ar c'henurzhierezh e Bro-Alamagn.
Pa dreser, ne ranker ket disoñjal emañ pep tra un c'hoari a gizidigezh. Arabat chom difiñv war ur marc'h, ar c'hontrol eo ret ober hep ehanañ. Bez e ranker adgoulenn, kampañ .. dre luskigoù tost diverz, met ar marc'h, eñ, a sant anezho.
 
==Ur sport, un dudi met dreist-holl un arz==
War un dro ez eo ar marc'hegañ ur sport hiniennel, met war un dro all ez eo ur sport graet a-zaou : al loen hag ar marc'heger. Ul liamm a vez savet etre an daou evit gellout ober unan hepken. Evit ober berzh e rank ar c'houblad kaout fiziañs ha doujañs an eil en egile. Lavaret 'vez eo ret d'ar varc'hegourien "komz kezeg".
Ur skol voutin a vez er marc'hegañ, diazezoù a chom evit an holl met savet 'vez doareoù all. Prederiet int war doareoù soñjal all hag doareoù disheñvel d'ober e-keñver ar c'hezeg (da skouer [http://fr.wikipedia.org/wiki/Nuno_Oliveira Nuno Oliveira], [http://fr.wikipedia.org/wiki/Michel_Robert_(cavalier) Michel Robert] ...)
 
Linenn 73:
<br />
 
[[Skeudenn:Hhh.gif‎|thumb|250px|Logo kevredigezh c'hall ar marc'hegañ, FFE]]
==Ar marc'hegañ e Bro-C'hall==