Isabella Bro-Saoz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: d [ → d [ using AWB
D →‎He buhez: esaouenn using AWB
Linenn 7:
Daou vloaz e oa pa varvas he zad e 1216. He breur [[Herri III (Bro-Saoz)|Herri III]] a voe anvet da roue neuze.
 
Ar pab Gregor X an hini a alias an Impalaer santel [[Friedrich II Hohenstaufen]], en un emgav e [[Rieti]], da zimeziñ da Isabella, choar ar roue saoz.
 
Da gentañ ne soñje Friedrich nemet mirout e harperien c'hall. Pa gomprenas e c'hallje lemel skoazell a Vro-Saoz d'e enebourien en Alamagn gant un dimeziñ saoz, e savas a-du gant ar pab.
 
Dimezet e voe Isabella goant, ur bloaz warn-ugent dezhi, da [[Friedrich II Hohenstaufen]] '[[Stupor Mundi]]', [[Impalaer santel]] intañvet div wech, ha daou-ugent vloaz dezhañ.
 
Lidet e voe an dimeziñ e Londrez e miz C'hwevrer 1235. En iliz-veur Worms avat e voe an eured.