Halikarnassos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[Restr:Ruins of the Mausoleum at Halicarnassus, one of the Seven Wonders of the Ancient World.jpg|thumb|280px|Rivinoù '''[[Mozoleon Halikarnassos]]''', unan eus [[Seizh Marzh ar Bed]] e [[Bodrum]], [[Turki]].]]
 
'''Halikarnassos''' (e [[gregach]] Ἁλικαρνᾱσσός / Halikarnāssós pe Ἀλικαρνασσός / Alikarnāssós<ref>Distaget amañ : [https://fr.forvo.com/word/el/αλικαρνασσός/#el Distaget amañ ]</ref>; e turkeg : Halikarnas) a oa ur geoded en [[Hellaz kozh]], el lec'h m'emañ [[Bodrum]] hiziv e [[Turki]]. E mervent [[Karia]] edo war lez ur pleg-mor (Κεραμεικός κόλπος e gregach, Ceramicus Sinus e latin, [[pleg-mor Gökova]] hiziv) e [[Mor Egea]]. Brudet e oa abalamour da vez [[Mausolos]], savet etre 353 ha [[-350|350 kent J.K.]], hag unan eus [[Seizh Marzh ar Bed]] e oa. En [[Impalaeriezh Pers]] edo ([[Impalaeriezh an Ac'haemenided]]) ken na voe kemeret gant [[Alesant Veur]] goude [[seziz Halikarnassos]] e [[-334|334 kent J.K.]].
 
Halikarnassos a oa bet savet war un enezennig anvet Zefyria, tostik d'an aod, el lec'h m'emañ bremañ kastell Sant Pêr, savet gant [[Urzh Sant Yann Jeruzalem|marc'heion Rodos]] en [[1404]] ; a-hed an amzerioù e teuas an enez da vout staget ouzh an douar-bras, hag e kreskas ar geoded betek enteuziñ Salmakis, ur gêr goshoc'h, savet gant al Leleges ha Karianed ma voe savet ur c'hreñvlec'h.