Klaus Iohannis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[Restr:Klaus Iohannis Senate of Poland 2015 02 (cropped 2).JPG|thumb|Klaus Iohannis e 2015]]
'''Klaus Werner Iohannis''' zo ur [[politiker]] eus [[Roumania]]. Prezidant ar Republik eo abaoe an [[21 a viz Kerzu]] [[2014]]. A-raok e oa bet, e-pad 14 vloaz ([[2000]]-[[2014]]), maer kêr [[Sibiu]], e [[Transilvania]], en anv ur gostezenn bolitikel vihan, ''Demokratisches Forum der Deutschen in Rumänien'', strollad alamanegerien Roumania. Bez' eo Klaus Iohannis unan eus alamanegerien Transilvania, ur gumuniezh vihan a dud diazezet eno abaoe an {{XIIvet kantved}}. Addilennet e voe aes e penn an ti-kêr e 2004. Gant Iohannis eo deuet Sibiu da vezañ unan eus al lec'hioù a sach ar muiañ a douristed e Roumania, ha "Kêr-benn Europat ar Sevenadur" e voe e 2007.
 
E C'hwevrer 2013 e oa aet Iohannis e-barzh ar [[Partidul Naţional Liberal]] (PNL) hag asantiñ a reas mont da vesprezidant ar gostezenn-se.