Jean-Marie Vianney : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: v [ → v [ using AWB
D esaouenn using AWB
 
Linenn 26:
| '''Paeroniezh''' || Paeron ar [[person|bersoned]]
|}
'''Jean-Marie Vianney''' ([[1786]]–[[1859]]), lesanvet « [[Person]] Ars » (''le Curé d'Ars'' e galleg) zo ur [[beleg]] [[Katoligiezh|katolik]] ha [[sant]] [[Bro-C'hall|gall]]. Deuet eo e anv-tiegezh, [[Vianney]], da vout un [[anv-badez gallek]]. Person e voe en Ars (neuze [[Ars-en-Dombes]], hiriv [[Ars-sur-Formans]]) e-pad 41 bloaz.
 
==E vuhez==
Ganet e oa bet d'an [[8 a viz Mae]] [[1786]] e [[Dardilly]] (e-tal [[Lyon]]), ha marvet d'ar [[4 a viz Eost]] [[1859]] en [[Ars-sur-Formans]] ([[Ain (departamant)|Ain]]). E dud a oa labourerien-douar. Miret e o bet ti e dud e Dardilly, gant arrebeuri e amzer, ha gweladennet e vez.
 
Pa deuas an [[Dispac'h gall]] e touas person Dardilly, Jacques Rey e anv, e 1790, bezañ feal da [[Urzhiadur nevez ar gloer]]. E 1791 ec'h embannas ar pab [[Pi VI]] bout enep an urzhiadur. Evel ar barrezianiz all ne ra van ebet an tiegezh Vianney a ya da oferenn ar person touer. Koulskoude, goude ur pennad, e klevont anv eus ur beleg all kaset gant an eskob da visioner da [[Écully]], kêriadenn amezek da Dardilly. Gant hennezh eo e ray Jean-Marie, da drizek vloaz, e bask kentañ e 1799<ref>René Fourrey, ''Le Curé d'ars authentique'', L'Échelle de Jacob, 2009, pp.26 ha 28.</ref>.