Yezhoniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
 
Linenn 2:
Ar '''yezhoniezh''' eo studi ar [[yezh]]où en un doare ledan.
 
Deskrivañ ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù eo kefridi ar yezhoniezh, da lavarout eo deskrivañ ar yezhoù, en un doare objektivel, dres ma vezont implijet gant an dud, hep klask barnañ pe 'mat' pe 'fall' eo an implijoù anezhe a vez graet er yezhoniezh a-vremañ.
 
Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe c'her gant an dud.
Linenn 12:
;''yezhoniezh teorikel'' ha ''yezhoniezh pleustrek'' : ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da zeskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat ar ouiziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji-yezh. Hiziv an deiz e tenn meur a dachenn bleustrek dreist-holl d'implij an [[urzhiataerezh]], da skouer an treiñ dre [[urzhiataer]]. D'o zro e tegasas ganti ar skiant bet prenet war seurt tachennoù pleustrek doareoù nevez da gompren ar [[kevreadurezh|gevreadurezh]] pe ar semantik gant un diazez [[matematik]]el resisoc'h.
 
;''yezhoniezh kenarroudel'' ha ''yezhoniezh zizalc'h'':Ar yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed: he ferzh er gevredigezh ([[yezhoniezh kevredel]] pe 'sokialyezhoniezh') ; penaos e vez desket ar yezhoù er penn-kentañ, h.a. Ar yezhoniezh zizalc'h, diouzh he zu, a denn d'ar studi ar yezhoù eviti o-unan hep derc'hel kont eus faktorioù all.
 
 
== Tachennoù-studi ar yezhoniezh teorikel dre ar munud ==
Linenn 26 ⟶ 25:
 
;''[[kevreadurezh]]'': ('sintaks') studi ar [[frazennadur]], d.e. an doare da sevel frazennoù reizh ;
;''[[semantik]]'': studi [[ster]] ar gerioù ([[semantik gerva]]) hag an doare ma vez savet ster ar frazennoù diwar ar gerioù a implijer ;
 
Linenn 33 ⟶ 32:
;''[[yezhoniezh istorel]]'' : studi al liammoù etre ar yezhoù dre zielfennañ ar c'hemmoù yezhoniel a-hed an amzer ;
 
;''[[yezhoniezh tipologel]]'': studi ar [[familhoù-yezh]] hervez ar perzhioù boutin kenetreze ;
 
;''[[stiloniezh]]'': studi [[stil]]où implij ar yezhoù