Sened roman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Vandalerezh
Lañs, kuit da ziverkañ ur bajenn a c'hello bezañ adsavet.
Linenn 1:
Ar '''Sened roman''' eo unan eus emsavadegoù hirañ ha levezonusañ istor [[Henroma]]. Bodadeg ar familhoù a-renk senedel an hini eo e-karg eus buhez relijiel, lezennel, arc'hantel ha eus politikerezh diavaez ar gêr an hini eo. E berzh er politikerezh roman a oa cheñchet avat a-hed an istor hag en e vrasañ e oa bet da vare ar [[Republik roman]].
{{Delete|« ''N'eus bet kavet pennad ebet evit : Kleopatra'' »}}
 
לא ניתן למצוא מאמרים עבור: קלאופטרה
Dindan ar [[Monarkiezh roman|vonarkiezh]] e oa ur vodadeg a roe alioù d'ar rouaned. Daoust ma oa bet skarzhet ar roue diwezhañ [[Lucius Tarquinius Superbus]] e [[-509]] e oa chomet ar Sened e plas. Gwan e oa e penn-kentañ ar Republik tra ma oa ar brasañ eus ar galloudoù gant an dud e-karg, met tamm-ha-tamm, a ful hag a vuzul e troed eus ar vonarkiezh d'an emsavadurioù republikan e oa kaset war-raok galloud ar Sened war ar vagistrated. Gwanaet e oa e c'halloudoù adarre goude reformoù ar Graccii. Dalc'het e voe memes tra da vare an [[Impalaeriezh roman]], ha kemer a ra galloudoù ouzhpenn e-pad ar [[Priñsipat]] zoken, goude m'eo kollet e zizalc'hidigezh politikel. Dindan beli an Impalaer emañ ha koll a ra e lorc'hañs tamm-ha-tamm, dreist-holl adalek an {{IIIe kantved}}.
 
Reformoù [[Diokletianus]] a lammas holl c'halloudoù politikel ar Sened ha buan e teu da vezañ par d'ur vodadeg-kêr, heñvel ouzh hini kêrioù all, dreist-holl pa oa kresket gallout [[Kergustentin]] adalek [[330]] e-lec'h ma voe krouet ur [[Sened Kergustentin|sened all]] gant [[Kustentin Iañ (impalaer roman)|Kustentin]]. Ur wezh echu gant bezañ an Impalaeriezh roman er c'hornôg er {{IVe kantved}} e chom ar Sened ur vodadeg-kêr dindan ren ar Varbared a-raok bezañ dilezet e penn-kentañ ar {{VIvet kantved}}.
 
[[Rummad:Henroma]]