Jordaan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: esaouenn using AWB
D typo, replaced: → using AWB
 
Linenn 6:
Meur a ziskouezva (gouestlet d'an arzoù a-vremañ), ha pretioù a gaver e Jordaan, ha marc'hadoù a vez aozet e [[Noordermarkt]], [[Westerstraat]] (marc'had gwiad Lapjesmarkt) hag e [[Lindengracht]].
 
Peurliesañ e vez lavaret e teu anv ar c'harter eus ar ger gallek ''jardin'', hag a dalvez liorzh. Lod brasañ straedoù ha kanolioù Jordaan a zo dezho anvioù bleunvioù pe gwez. Lavaret e evz ivez e oa Jordaan anv ar stêr [[Jordan]] e nederlandeg) lesanv kanol [[Prinsengracht]], ha diwarnañ a voe anvet ar c'harter.
 
[[Skeudenn:Eerste Leliedwarsstraat.jpg|thumb|250px|right|Ut stared arouezius eus Jordaan : Eerste Leliedwarssstraat, [[Westerkerk]] a weler er foñs]]
Linenn 16:
Ez-hengounel ez eo ur c'harter eus an tu kleiz.The neighbourhood was traditionally a leftwing stronghold, with a stormy history. Emsavadegoù a voe e [[1835]], [[1886]], [[1917]] hag e [[1934]]. Harz-labour miz C'hwevrer [[1941]] a grogas p'en em vodas an dud tro-dro da Noordermarkt.
 
Buhezek e voe ar c'harter a-fet sonerezh en {{XXvet}} kantved, ha delwennoù da veur a soner a gaver er c'harter, evel an hini da [[Johnny Jordaan]], e-korn Prinsengracht ha [[Elandsgracht]]. ''Jordaanfestival'', hag a zo diazezet war hengoun sonerezh ar c'harter, a vez aozet pep bloaz.
 
E Jordaan e kaver kalz ''hofjes'' (porzhioù diabarzh), hag a zo bet savet gant tud pinvidik a-benn reiñ anezho da vaouezed kozh, un doare trugarez e oa. Lod brasañ anezho, evel ar peurrest eus ar c'harter, a oa en ur stad fall er bloavezhioù 1970. Abaoez eo bet kempennet al lod brasañ anezho, hag hiziv an deiz e kaver dreist-holl arzourien, studierien ha tud kozh enno. E-pad an hañv e vez digoret ul lodenn anezho da Sul, pa vez aozet sonadegoù digoust anvet ''hofjesconcerten''.
 
Ouzh talbenn lod brasañ tiez Jordaan e weler arouezioù kizellet er maen, da ziskouez micher pe orin familh an annezidi. Da aroueziñ ur c'higer e vo gwelet neuze ur pemoc'h, pe ur re sizailhoù da aroueziñ ur c'hemener. An arouezioù kentañ a voe kizellet er 16{{vet}} kantved, pa voe gourc'hemennet d'an annezidi implijout maen e-lec'h talgenoù koad bras, hag a lakae staedoù strizh ar c'harter da vezañ teñval.
 
== Savadurioù dibar lec'hiet e Jordaan ==
Linenn 26:
*Ti [[Anne Frank]].
*[[Noorderkerk]], un iliz bet savet er {{XVIIvet}} kantved, diwar ur steuñv gant Hendrick de Keyser.
 
 
==Liammoù diavaez==