Gab Milin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : '''Gab Milin''' pe ''Gabriel Milin'' a voe ur skrivagner brezhonek. Ganet e oa bet d’an 3 a viz Gwengolo 1822 e Kastell-Paol ha marvet d’ar [[27 Kerzu|27 a ...
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
En e vugaleaj e teskas [[galleg]], [[latin]] ha [[gregach]] gant un eontr dezhañ a oa beleg. Mont a reas d’ober e studi da gloerdi bihan Kastell da gentañ ha da gloerdi bras [[Kemper]] da c’houde. Ne chomas nemet bloaz hanter eno avat ha goude-se e kavas labour evel komis e burevioù porzh [[Brest]]. Eno e tarempredas brezhonegerien eus a bep lec’h ha dastum a reas ganto kontadennoù ha mojennoù.
 
Ober a reas anaoudegezh gant ar c’horonal [[Amable -Emmanuel Troude|Troude]], a oa troet eñ ivez gant ar brezhoneg. A-gevret e savjont meur a levr, evel ''Jezus-Krist, skouer ar Gristenien'' ([[1862]]), ''Ar Marvailler brezounek, pe marvaillou brezounek'' (1870), ''Labous ar wirionez ha marvaillou all''. E-leizh a skridoù a embannas e-unan ivez evel ''Marvaillou grac'h koz'' (1867), ''Furnez ar geiz euz a Vreiz'' (1868)…
 
Ur wech aet war e leve e 1882 e voe rener ar gelaouenn ''[[Feiz ha Breiz]]'', etre 1883 ha 1884. Bloaz goude ez eas da vevañ war Enez-Vaz ha dilennet e voe da vaer eno. En Enez-Vaz e varvas hag eno emañ e vez.