Visant-Jozeb Rousseau Rozenkoad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: o k → o k using AWB
D →‎top: ortho, replaced: <ref → <ref, <ref> → <ref> using AWB
 
Linenn 3:
'''Visant-Jozeb Rousseau Rozenkoad''' (''Vincent-Joseph Le Rousseau de Rosencoat'', eus e anv ofisiel) a oa ur [[beleg]] breizhat, ganet d’an [[3 Gouere|3 a viz Gouere]] [[1726]] e straed ar Forn, e [[Kastell-Nevez-ar-Faou]]. E dad a oa an aotrou Pêr-Mari Rousseau Rozenkoad, letanant senechaliezh ar C'hastell-Nevez.
 
Mont a ra da veleg, stag ouzh [[Kompagnunezh Jezuz]], da lâret eo, e oa jezuist. Anvet eo kelenner tro-ha-tro e [[Arras]], [[Kemper]] ha [[Nevers]]. Dont a ra war e giz d'e vro e [[1774]], pa voe lakaet da benn-aluzener, pe rener, kouent an Ursuladezed e [[Karaez]]. E [[1780]] e adkaver anezhañ evel rener kouent ar Vizintanezed, straed ar Vag-treizh (''r. du Bac'') e [[Pariz]].
 
Harzet eo e-pad an [[Dispac'h bras]] dre ma nac'h touiñ al le d'al [[Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien]].
 
Boureviet ha lazhet e voe d’an [[2 Gwengolo|2 a viz Gwengolo]] [[1792]] e-barzh leti kouent ar Garmez, e [[Pariz]] ([[Bro-C'hall]]), e-pad ar pezh a zo bet anvet "[[Lazhadegoù Gwengolo]]" <ref>
[[Kristof Jezegoù]], ''Hor Bro e-pad ar Revolusion'', Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 122 </ref>.
Lesanvet eo bet "ar [[gwenvidig]]" war-lerc'h. Ur [[gwerenn-livet|werenn-livet]] en e enor a c'haller gwelet en [[iliz Sant-Juluan Kastell-Nevez-ar-Faou|iliz-parrez Kastell-Nevez-ar-Faou]].
== Dave ha notennoù==