Alegorienn al liverezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Replacing superseded 'Jan Vermeer van Delft 011.jpg' with 'Jan Vermeer - The Art of Painting - Google Art Project.jpg'
D ortho, replaced: <ref → <ref, <ref> → <ref>, .<ref>http://www.metmuseum.org/special/Vermeer_Delft/11.R.htm </ref> → <ref>http://www.metmuseum.org/special/Vermeer_Delft/11.R.htm </ref>. (4) using AWB
Linenn 11:
| bro=Aostria}}
 
'''Alegorienn al liverezh''' ([[nederlandeg]] : ''De Schilderkunst''), pe '''Arz al liverezh''', pe c'hoazh '''Al livour en e stal-labour''', a zo un [[eoullivadur]] bet savet gant al livour [[Izelvroioù|izelvroat]] [[Johannes Vermeer]] e-tro [[1666]]. War ziskouez emañ e [[Kunsthistorisches Museum|Kunsthistorisches Museum Vienna]]. Prenet e voe gant gouarnamant [[Aostria]] e [[1946]]. Livadur brasañ Vermeer eo.<ref>http://www.metmuseum.org/special/Vermeer_Delft/11.R.htm </ref>. En daolenn e weler ul livour o livañ ur patrom (ur plac'h) en e stal-labour. Ur prenestr a zo (ne weler ket anezhañ, met gwelout a reer efed ar gouloù er stal-labour), hag ur gartenn eus an Izelvroioù a zo ouzh ar voger.
 
=== Elfennoù ===
Linenn 23:
 
An erer daoubennek, hag a oa arouez ar re [[Habsbourged|Habsbourg]] hag a zo a-us d'ar c'hantolor, a c'hallfe bezañ un arouez eus ar feiz kristen. Katolik e oa Vermeer, ar pezh a oa rouez en ur vro brotestant. N'eus goulaouenn-gaor ebet er c'hantolor, marteze da aroueziñ lamedigezh ar feiz katolik.
Er gartenn a zo ouzh ar voger e weler ur rog a zisrann an Izelvroioù etre norzh ha su (ar c'hornôg a zo e penn uhelañ ar gartenn, evel ma veze da gustum d'ar mare-se). Ar rog a zo una arouez eus an disrann etre ar Republik nederlandat en norzh, hag ar su hag a oa dindan beli ar re Habsburg. E kartenn Claes Jansz Visscher (Nicolaum Piscatorem) e weler an disparti etre Unvaniezh Utrecht en norzh, hag an trevadennoù er su.<ref>[http://www.nga.gov/exhibitions/verm_3.shtm Vermeer: The Art of Painting, Exhibitions - NGA ]</ref>.
 
[[Salvador Dalí]] a implijas Alegorienn al liverezh en e daolenn ''Tasmant Vermeer a Delft hag a c'hall bezañ implijet da daol'' ([[1934]]).
 
== Istor ==
Soñjal a reer e plije kalz an daolenn da Vermeer : biskoazh ne werzhas anezhi, zoken pa oa diaes an traoù evitañ a-fet argant. E [[1676]] e roas Catharina, ha hi gwreg Vermeer, an daolenn d' he mamm [[Maria Thins]], a-benn bezañ sur ne vefe ket gwerzhet a-benn resteurel kredourien.<ref>John Michael Montias (1989) ''Vermeer and his Milieu. A Web of Social History'', p. 338-339.</ref>. [[Anton van Leeuwenhoek]], hag eñ sevenr testamant Vermeer, a embannas e oa bet roet da vamm-gaer Vermeer en un doare direizh.
 
Ne ouezer ket piv a voe perc'henn war an daolenn en 18{{vet}} kantved. Prenet e voe gant ar fizikour izelvroat [[Gerard van Swieten]]. Goude-se e voe roet d'e vab [[Gottfried van Swieten]], ha goude-se da hêred Gottfried.<ref> U.S. National Gallery: http://www.nga.gov/exhibitions/verm_6.shtm</ref> E [[1813]] e voe prenet da 50 [[gulden|florin]] gant ar c'hont aostrian ha bohemian [[Johann Rudolf Czernin von und zu Chudenitz|Czernin]].<ref>http://www.nga.gov/exhibitions/verm_6.shtm </ref> Betek [[1860]] e soñjas d'an dud e oa bet livet gant [[Pieter de Hooch]]; peogwir ne voe ket brudet-treVermeer a-raok dibenn an 19{{vet}} kantved. Ouzhpennet e voe zoken sinadur de Hooch en daolenn. [[Théophile Thoré-Burger|Thoré-Bürger]] hag an arzistorour alaman [[Gustav Friedrich Waagen]] a lakaas an daolenn da vezañ roet da vat da Vermeer. Lakaet e voe neuze war ziskouez e Mirdi Czernin e [[Vienna]]. [[Andrew W. Mellon]] ha tud all a glaskas prenañ an daolenn.<ref>[http://schikelgruber.net/rapebis.html Hitler and the European Art]</ref>.
 
== An nazied hag an daolenn ==
Goude aloubidigezh Aostria gant an arme nazi e klaskas meur a benn-bras nazi, ar Reichsmarschall [[Hermann Göring]] en o zouez, prenañ an daolenn. A-benn ar fin ez eo [[Adolf Hitler]] hag a brenas anezhi digant ar c'hont [[Jaromir Czernin]], evit 1,65 milion a Reichsmarkoù d'an [[20 a viz Du]] [[1940]] <ref>[http://www.nga.gov/exhibitions/verm_6.shtm Vermeer: The Art of Painting, The Painting's Afterlife - NGA]</ref>. E [[1945]] e voe kavet an daolenn en ur vengleuz ma oa bet kuzhet gant oberennoù arzel all da ziwall na vije distrujet gant ar bombezadegoù.
Roet e voe an daolenn da c'houarnamant Aostria gant an Amerikaned e [[1946]].