Magdalena Rudenschöld : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
D ortho, replaced: <ref → <ref, .<ref>Norrhem, Svante (in Swedish): Kvinnor vid maktens sida : 1632-1772 (In English: "Women by the side of power: 1632-1772") (2007) Lund (Nordic Academic Press)</ref> → <ref>Norrhem, Svan using AWB
Linenn 1:
[[File:Magdalena Charlotta Rudenschöld.jpg|thumb|right| [[Magdalena Rudenschöld]].]]
 
'''Magdalena Rudenschöld''', pe '''Magdalena Charlotta Rudenschöld''', anavezet ivez evel '''Malla Rudenschöld''', ganet d'ar [[1añ a viz Genver]] [[1766]] ha marvet d'ar [[5 a viz Meurzh]] [[1823]] e [[Stockholm]], a oa ur vaouez eus noblañs [[Sveden]] hag un iriennerez svedat, e dibenn an {{XVIIIvet kantved}}. Kemer a reas perzh en [[irienn Armfelt]], a-enep ar gouarnamant e 1792, tamallet e voe dezhi bout treitourez, staget ouzh [[post-ar-vezh]], ha kondaonet da vezañ bac'het a-hed he buhez. <br />
 
Hervez unan eus ar gondaonidi all eo dre garantez he devoa kollet he fenn.
 
==El lez==
Merc'h e oa Magdalena d'ar c'hont Carl Rudenschöld, den a stad, ha d'ar gontez Kristina Sofia Bielke. He zad a gollas e sez e Breujoù Sveden e 1766 ha treut e voe ar peuriñ gant an tiegezh ken an deiz ma krogas gouarnamant Bro-C'hall da reiñ arc'hant d'he mamm e kuzh evit he labour evitañ. <ref>Norrhem, Svante (in Swedish): Kvinnor vid maktens sida : 1632-1772 (In English: "Women by the side of power: 1632-1772") (2007) Lund (Nordic Academic Press)</ref>.
E 1784 e voe anvet da zimezell a enor gant c'hoar ar roue [[Gustav III]], ar briñsez [[Sofia Albertina Sveden]].<br />
Berzh a reas el lez dre ma oa kenedus, speredek, ha tomm he fenn. Daou baotr a oa war he lerc'h : an [[Karl XIII Sveden|Dug Charlez]], breur d'ar roue, hag an denjentil [[Gustaf Mauritz Armfelt]], gwellañ mignon ar roue. Fae a reas war an dug, met sot-pitilh e oa gant Armfelt. Armfelt a oa dimezet da [[Hedvig Ulrika De la Gardie]] e 1785, ha Rudenschöld a oa e [[pried-kleiz|bried-kleiz]]. Krediñ a reer e c'hanas daou vugel e kuzh: unan ganet en [[Abati Quedlingburg]], en Alamagn, ar briñselezh ma oa [[Sofia Albertina Sveden]] o ren, pan eas digant Sofia Albertina in 1787.
Linenn 12:
==An irienn ==
 
E 1792 e varvas ar roue [[Gustav III]] hag e vab 14 vloaz, [[Gustav IV Adolf]] a voe lakaet da roue. An dug Karl a renas en e lec'h, met e gwirionez eo mignon bras an dug, [[Gustaf Adolf Reuterholm]], a rene hag a oa mest war ar gouarnamant.
 
Armfelt en devoa esperet kaout lec'h er gouarnamant a zilezas Rudenschöld hag a guitaas ar vro e 1793. Klask a reas irienniñ gant ar Rused da ziskar ar gouarnamant ha lakaat ur renad nevez en e sav, hag eñ e penn eveljust.
Linenn 18:
Skrivañ a reas Armfelt da Vagdalena Rudenschöld, a felle dezhi e tistroje he [[serc'heg]] daveti, ha goulenn a reas diganti mont eus e berzh da-gaout e heulierien, ar roue yaouank, ha kannad [[Rusia]]. War a greder e sevenas unan, da vihanañ, eus an teir c'hefridi-se.
 
Met degouezhout a reas ho lizheroù etre daouarn [[Reuterholm]] hag an dug Karl abalamour da dud burev-post [[Hamburg]], en Alamagn, o devoa graet eiladennoù eus al lizheroù ha gwerzhet anezho. Reuterholm a lakaas herzel Magdalena Rudenschöld da noz an [[18 a viz Kerzu]] 1793, evel unan eus ar re gentañ da zastum.
 
Magdalena he devoa devet darn eus he faperoù, met kavet e voe lizheroù karantez a-berzh an dug Charlez, ha roud eus arnod Armfelt da ziskar ar gouarnamant ha kemer ar galloud.