Eozen Pentevr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
D ortho, replaced: <ref → <ref (2), <ref> → <ref> (3) using AWB
Linenn 1:
''' Eozen Iañ Pentevr''', pe ''Odo'', pe ''Eon'' pe ''Eudes'' e galleg (999- 7 a viz Genver 1079), a oa [[kont Pentevr]] adalek 1035, ha [[Rejañs|rejant]] Breizh etre 1040 ha 1047 evit e niz [[Konan II]].
 
Mab e oa da [[Jafrez Iañ]], dug Breizh, ha da [[Hawiz Normandi]], merc'h da [[Richarzh Iañ]], dug Normandi. E vreur henañ [[Alan III]] a oa dug Breizh war-lerc'h o zad.
 
En [[1040]] e skrapas e niz [[Konan II]], a oa da ren e [[dugelezh Breizh]]. Pa laoskas ar c'hrennard da vont en [[1047]], e talc'has da ren en darn vrasañ eus ar vro, ken na voe tapet gant e enebourien en [[1056]].
Linenn 8:
En [[1031]] edo gant e vreur an dug [[Alan III]] pa voe graet un donezon da [[Abati Menez-Mikael]] ha bloaz goude pa voe diazezet [[abati Sant-Jorj]] [[Roazhon]], hag o c'hoar Adèle an hini e voe an abadez kentañ.
 
Tabut a savas etre e vreur hag eñ, ma rankas o eontr [[Judikael Gwened |Judikael]] [[eskob Gwened]], dont da hanterour. Digant [[Alan III]], en [[1035]], en doe douaroù bras en eskoptioù [[Sant-Brieg]], [[Landreger]] [[Sant-Malo]] ha [[Dol]], anezho kontelezhioù ha baroniezhioù [[Pentevr]], [[Goueloù]], [[Avaogour]] ha [[Lambal]].
 
Goude marv e vreur Alan III e teuas a-benn en [[1040]] da vezañ anvet da ziwaller e niz [[Konan II]], hag embann a reas bout kont [[Breizh]]. ne voe dieubet an dug yaouank nemet e [[1047]] gant e harperien. Trec'het e voe Eozen gant [[Gwilherm an Alouber]] pa oa o vrezeliñ skoaz ouzh skoaz gant [[Herri Iañ (Bro-C'hall)| Herri Iañ Bro-C'hall]] en [[emgann Mortemer]] en [[1054]]. Neuze e reas emglev gant [[Jafrez III]], kont Anjev, a-enep dug [[Normandi]].
 
En [[1056]] e voe kemeret Roazhon gant Konan II ha prizoniet Eozen gantañ. En [[1062]] e voe graet ar peoc'h etre an dug ha [[Jafrez Iañ Pentevr|Jafrez Boterel]], mab henañ Eozen a gendalc'he gant ar stourm e-unan.
 
E 1075, pa oa erru gwall gozh, e kemeras perzh en emsavadeg baroned Breizh a-enep an dug [[Hoel II]].
 
Mervel a reas d'ar [[7 a viz Genver]] [[1079]] ha beziet e voe en iliz-veur [[Sant-Brieg]].
 
==Bugale==
Dimezet e oa da Agnès, merc'h da [[Alan Canhiart]], kont Kerne, ha nav bugel o doe <ref> Stéphane Morin ''Trégor, Goëlo, Penthièvre. Le pouvoir des Comtes de Bretagne du XIIe au XIIIe siècle'' Presses Universitaires de Rennes 2010 {{ISBN|9782753510128}} : {{p.}}55 tableau généalogique n°4 : « Descendance légitime du comte Eudes » .</ref>
 
* Adèle (war-dro 1035- † goude 1056/1057) ;
Linenn 32:
 
===Besterd===
Pemp bastard en doa da vihanañ <ref> Stéphane Morin ''Op.cit'' {{p.}}184-185 tableau n°13: « Descendance naturelle du comte Eudes » </ref> :
* ur verc'h dimezet da Enisan Pleven
* Bodin (breur da Vardulf), manac'h en abati an itron Varia en Evrog (Bro-Saoz),
* Bardulf Ravensworth
* Ribald Middleham, dimezet da Béatrice Taillebois
* Arnold
 
Kontet eo ivez da vezañ tad<ref> Stéphane Morin ''Op.cit'' {{p.}}238-239 et tableau généalogique n° 14 « Propositions de généalogie des La Roche-Derrien » :</ref> [[Derrien]], hag en dije savet kastell ar [[Roc'h-Derrien]].
 
== Notennoù==