Olympia (Manet) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Notennoù: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|tr}}, {{Link GA|de}} using AWB (10902)
D ortho, replaced: .<ref>ARASSE Daniel, ''Histoires de peinture'', Gallimard, 2006, ISBN 978-2-07-032081-3 {{fr}}</ref> → <ref>ARASSE Daniel, ''Histoires de peinture'', Gallimard, 2006, ISBN 978-2-07-032081-3 {{fr}}</ref>. using AWB
Linenn 1:
{{pennad zo|Olympia}}
 
{| align="right" cellpadding="5px" style="border:1px solid green; border-collapse:collapse; margin-left:10px;"
Linenn 16:
|}
 
'''''Olympia''''' zo unan eus brudetañ taolennoù [[Édouard Manet]], bet livet e [[1863]]. Da gentañ e oa da vezañ lakaet e Saloñs ar Gorbellidi er bloavezh-se end-eeun, met ne voe diskouezet nemet daou vloaz war-lerc'h, e [[1865]], er Saloñs Ofisiel e [[Pariz]].
 
Muioc'h a dabut a voe c'hoazh diwar-benn an oberenn-mañ eget diwar-benn ''[[Merenn war al leton]]''. Gwelout a reer ur [[c'hast]] en noazh, a hañval bezañ o tont eus un [[harem]], prest da zegemer an arval a zo kemennet gant ar boked bleunioù degaset gant ur vatezh du. En daolenn ez eus ur c'hempouez-digempouez etre ar vaouez wenn hag an hini zu, a zo diwar skouer an taolennoù [[akademek]] niverus ma weler ur vaouez a vuhez fall gant he sklavez du, evel [[odaliskenn|odaliskezed]] [[Dominique Ingres]], pe re [[Bénouville]] ha [[Charles Jalabert]] er bloavezhioù [[1840]].
 
O klask lakaat trouz da sevel e oa Manet a-dra-sur, met ne oa ket engortoz a gemend-all a rebechoù, gant-se en doe kalz a boan-spered, hag ezhomm en doe eus harp e geneil [[Charles Baudelaire]] en abadenn diaes-se eus e vuhez.
 
== Dielfennerezh ==
''Olympia'' a ra dave, en ur mod, da livadurioù brudet [[Tizian]] ''[[Gwener Urbino]]'' (a voe eillivet gant É. Manet e [[1856]]) ha [[Danae]]. Tres lorc'hus zo d'ar vaouez wenn, gourvezet war he liñsel wenn, tra m'emañ he matezh du, evel ur skeud ouzh ar voger deñval, o tegas dezhi bleunioù nevez-degouezhet ha ne ra he mestrez van ebet anezhe, prederiet ma'z eo gant hoalañ an arvesterien o sellout oute diardoù. Kuzhet eo kourzh ar c'hast gant he dorn, hogen plijet eo bet al livour o lakaat ur c'hazh e lost savet ouzh he zreid, e-lec'h ar c'hi boutin a zo e taolenn Tizian.<ref>ARASSE Daniel, ''Histoires de peinture'', Gallimard, 2006, ISBN 978-2-07-032081-3 {{fr}}</ref>.
{| align="center"
|- valign="bottom" cellspacing="20px"