Produerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎E [[prederouriezh]] : ar produerezh [[gwerzh]]: kempenn, replaced: XVIII{{vet}} → {{XVIIIvet}} using AWB
D ortho, replaced: <ref> → <ref>, .<ref>'''(fr)''' [http://fr.encarta.msn.com/encyclopedia_741526621/produit_int%C3%A9rieur_brut_%5Bpib%5D.html] ''Encarta, répartition du PIB"</ref> → <ref>'''(fr)''' [http://fr.encarta. using AWB
Linenn 1:
Ar '''produerezh''' a zo an oberiantiz armerzhel aozet ez-sokial a gas [[gwerzh ouzhpennet]] diwar ar grouidigezh pe ar pourchas [[mad|madoù]] ha [[servij|servijoù]]. Ar meizad-se a c'holo gwirvoudoù disheñvel ha kemplezhek. Ur meizad diazez eo en [[armerzh]], e [[sokiologiezh]] hag e [[prederouriezh]], dreist-holl evit ar [[marksouriezh|varksouriezh]].
{{Wikeriadur}}
 
Linenn 6:
Ar produerezh a dalvez kement hag an ober produiñ koulz ha disoc'h an ober-se.<br>
Er [[grennamzer]] eo e krog an termen « produerezh » da vezañ implijet, diwar-benn an oberennoù arzel<ref>[http://www.cnrtl.fr/etymologie/production Hervez geriadur ar Greizenn Vroadel Testennoù ha Gerioù]</ref>. N'eo nemet gant deroù an [[oadvezh c'hreantel]] e vo implijet an termen en tabutoù armerzhel.
Liesseurted ar sterioù a zo gant ar ger produerezh a c'hell bezañ skeudennet gant an implij a vez graet outañ en [[industriezh filmoù]]. Anv a zo da skouer eus « produer ur gourbroduerezh » evit envel an neb a fard un oberenn film en ur doare greantel ha gant ur pal kenwerzhel.<br>
 
Studiet e vez ar produerezh hervez an doareoù, al lec'hioù hag ar marc'hadoù. Keñveriet e vez an doareoù aozadurioù disheñvel da broduiñ un hevelep produ. Jedet e vez ar c'hementad produerezh dre vro ha dre varevezh. Dispartiet e vez an dielfennadur dre c'hennad armerzhel. Diforc'hiet e vez ar produerezh kenwerzhel diouzh ar produrerezh ankenwerzhel.
 
=== Produerezh dre c'hennad ===
Ar [[produerezh greantel]] er [[broioù diorret]] a dalvez etre 20 ha 30% eus ar produerezh broadel, muzuliet gant ar [[PDK]] (sammad ar gwerzhioù ouzhpennet e diabarzh ar vro). Er broioù-se e vez ur pouez pennañ gant ar produerezh servijoù abaoe un nebeud dekadoù.<ref> '''(fr)''' [http://fr.encarta.msn.com/encyclopedia_741526621/produit_int%C3%A9rieur_brut_%5Bpib%5D.html] ''Encarta, répartition du PIB"</ref>.
 
=== Produerezh kenwerzhel hag ankenwerzhel ===
Diforc'hiet e vez ar produerezh kenwerzhel diouzh ar produerezh ankenwerzhel.<br>
An hini gentañ a zo gwerzhet war ur [[marc'had]] a-benn genel ur [[buzad]]. Gant an [[embregerezh|embregerezhioù]]ioù e vez sevenet ar braz eus ar produerezh kenwerzhel. Ar c'horvoder tennet eus ar gwerzh a aotren goprañ implijidi ha paeañ an degaserien fontoù dre ar [[kampi|c'hampi]] pe ar [[splet]].<br>
Egile a dalvez evit ar pourchas produoù digoust pe d'ur priz hag a walc'h nebeutoc'h eget an hanter eus ar [[koustoù produiñ|c'houstoù produiñ]]. Ar produerezh ankenwerzhel a zo sevenet dreist-holl gant ar [[melestradurezhioù foran]] hag ar [[kevredigezhioù hep pal kenwerzhel|c'hevredigezhioù hep pal kenwerzhel]] ganto ur perzh sokial.
 
Linenn 26:
== Ur vent sokial ==
 
Ar [[sokiologiezh]] a lak ar produerezh da oberiantiz krouiñ, kejañ, [[eskemm]] ha rannañ elfennoù disheñvel evel an amzer, an ec'honder, ar madoù, ar [[keal|c'healioù]], an [[trivliad|trivliadoù]].
 
==E [[prederouriezh]] : ar produerezh [[gwerzh]]==
Meur a sell prederouriezhel a zo bet war ar c'heal produerezh abaoe an [[XVIIIvet kantved|{{XVIIIvet}} kantved]]. Hini ar [[fiziokrated]] a voe unan eus ar re gentañ. Hervez o freder e oa ar [[gounezerezh]] an oberiantiz produus nemeti, dre ma tegase muioc'h a zanvez (boued) eget ma oa implijet en argerzh produiñ (hadoù), ha pa ne rae an oberiantizoù all nemet treuzfurmiñ danvezioù naturel. Sell [[David Ricardo]], eztaolet er c'hantved da heul, a zo klokoc'h ha liammet strizh gant ar c'hementad [[labour]].
 
Ar varksouriezh hag ar gevalaouriezh a zo e-touez ar selloù anavezetañ hiziv-an-deiz diwar-benn ar produerezh. Disheñvel int, dreist-holl diwar-benn damkaniezh ar produerezh gwerzh<ref>Marksouriezh ''Geriadur holloueziadurel e pemp levrenn'' Embannadurioù Larousse.</ref>. [[Karl Marx]] en deus eztaolet e breder war an dachenn-se e stern e zamkaniezh an [[doare produiñ|doareoù produiñ]].