Deiziadur broadel India : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Framm an deiziadur: esaouenn using AWB
D ortho, replaced: <ref> → <ref>, .<ref>[http://india.gov.in/knowindia/national_calendar.php Lec'hienn ofisiel gouarnamant India, Deiziadur broadel]</ref> → <ref>[http://india.gov.in/knowindia/national_calendar.php Lec'h using AWB
Linenn 1:
'''Deiziadur broadel India''' (anvet '''deiziadur Saka''' a-wezhioù) eo an deiziadur ofisiel sivil implijet en [[India]]. Implijet e vez war un dro gant an [[Deiziadur gregorian]], gant ''[[The Gazette of India]]'', abadennoù keleier [[All India Radio]], hag an deiziadurioù hag an embannoù graet gant gouarnamant India.<ref> [http://india.gov.in/knowindia/national_calendar.php Lec'hienn ofisiel gouarnamant India, Deiziadur broadel]</ref>.
 
En un doare forc'hellek e c'hall an anv-se bezañ implijet evit komz eus an [[deiziadur hindouek]], hag an [[oadvezh Saka]] a zo implijet gant meur a zeiziadur disheñvel ivez.
Linenn 49:
| [[Phalguna|Phālgun]] || [[Panguni]] (பங்குனி) || 30 || 20 a viz C'hwevrer || Pisces
|}
 
 
Er [[bloavezhioù bizeost]], Chaitra zo 31 deiz ennañ hag a grog d'an 21 a viz Meurzh kentoc'h. Ar mizioù e hanterenn gentañ ar bloavezh zo enne pep a 31 deiz, da zerc'hel kont eus fiñv goustatoc'h an Heol a-dreuz d'an [[ekliptik]] d'ar mare-se.
Linenn 57 ⟶ 56:
Kontet e vez ar bloavezhioù en [[oadvezh Saka]], a laka e vloavezh 0 da gregiñ er bloavezh [[78]] eus an [[Oadvezh kumun]]. Da c'houzout pegoulz e vez ar bloavezhioù [[bizeost]] e lakaer 78 ouzhpenn an niver a vloavezhioù eus ar bloavezh Saka - ma kaver un disoc'h a glot gant ur bloavezh
bizeost en [[deiziadur gregorian]], neuze ez eo ar bloavezh saka ur bloavezh bizeost ivez. Heñvel eo e framm ouzh hini [[deiziadur Persia]].
 
 
==Implij==
Kroget e oad da implij an deiziadur-se gant ar Bodad da adreizhañ an deiziadur e 1957, en ul lodenn eus kendeiziadur hag eus almanak merdeerezh India, a gaved ennañ ivez titouroù all diwar-benn ar stered, ha reolennoù ha koulzioù da brientiñ [[deiziadur hindouek|deiziadurioù evit ar relijion hindouek]], en ur striv da glask unvaniñ ar gizioù-se. Daoust d'ar striv-se, stummoù lec'hel diazezet war mammennoù evel ar [[Surya Siddhanta]] a zo anezhe c'hoazh.
 
Kregiñ a reas implij ofisiel an deiziadur-se d'ar c'hentañ a viz Chaitra, 1879 eus an oadvezh Saka, pe d'an 22 a viz Meurzh, 1957. Koulskoude, war a hañval, ne reont van implijidi ar gouarnamant ouzh deiz-kentañ'r bloaz an deiziadur-sehag a implij kentoc'h an deiziadurioù relijius.<ref>[http://web.archive.org/web/20080424080733/http://www.bjp.org/today/may_0103/may_2_p_19.htm "Hindu" New Year's day and related issues]</ref>.
 
==Notennoù==
Linenn 77 ⟶ 75:
==Notennoù==
<references/>
 
 
[[Rummad:Deiziadurioù]]