Jorj Robin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: ortho, replaced: .<ref>Ar skrid-se, evel ar re all gant Jakez Riou, a c'hell bezañ lennet e Wikimammenn : http://br.wikisource.org/w/index.php?title=Prometheus_Ereet&oldid=34870.</ref> → <ref>Ar skrid-se, evel a using AWB
 
Linenn 4:
Krouiñ a reas, e-touez traoù all, an engravioù embannet gant [[Gwalarn]] e deroù ar bloavezh 1928 da heul an droidigezh eus [[Prometheus Ereet]] gant [[Aesc'hulos]] savet gant [[Youenn Drezen]]<ref>Adembannet eo bet "pajenn ha pajenn" an droidigezh hag engravioù Jorj Robin gant [[Mouladurioù Hor Yezh]] e 2000 ; er memes levrenn e kaver ivez ''Ar Bersed'' (gant Aesc'hulos, troet gant Youenn Drezen) ha da heul engravioù gant Reun Kreston.</ref>.
 
Pa varvas Jorj Robin e fin ar memes bloavezh 1928, [[Jakez Riou]] a embannas e Gwalarn (niv. 15) un danevellig dindan an titl ''Prometheus Ereet''. Keñveriañ a ra ar c'hlañvour war e wele ha Prometheus stag ouzh ar roc'h gant ur c'hemm dister : ur gup eo amañ a zeu bemdez da grignat skevent ar paotr (arabat ankouaat e oa tapet Jakez Riou gant ar memes kleñved). Jakez Riou a zegas da soñj an tri engrav pennañ bet embannet er gelaouenn un nebeud mizioù araok hag ar souezh a oa bet d'an dud gwelet Prometheus skeudennet e-giz ur paotr ken yaouank hag an arzour ha neket ur ramz evel boas.<ref>Ar skrid-se, evel ar re all gant Jakez Riou, a c'hell bezañ lennet e Wikimammenn : http://br.wikisource.org/w/index.php?title=Prometheus_Ereet&oldid=34870.</ref>.
[[Restr:Georges Robin-La Porteresse.jpg|thumb|Delwenn ''La Porteresse'' (1926) gant Jorj Robin]]
==Notennoù ha daveennoù==