Loeiz Napoleon ar Rouz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D ortho, replaced: .<ref>[http://www.helensfamilytrees.com/murg03.htm ''Helen's Family Trees (Gwezenn familh hiniennel, pajenn Murphy/Ar Rouz)'']</ref> → <ref>[http://www.helensfamilytrees.com/murg03.htm ''Helen's Family Tr using AWB
Linenn 5:
Pa skrive pennadoù e sine bepred Louis N. Le Roux, rak ne felle ket dezhañ brudañ e eil anv-badez, “Napoléon”, a-hervez. Koulskoude eo-eñ an hini a stagas Napoléon ouzh e anv, ha den ne ouie perak. Pa zimezas ne roas nemet an anv ''Louis Marie Le Roux''.
[[Restr:Parti nationaliste breton - Breiz d'ar Vreiziz.jpg|thumb|Breiz d'ar Vreiziz! Kartenn-bost [[propaganda]] [[Strollad Broadelour Breiz]]]]
Terc'hout a reas e 1913 eus ar Frañs etrezek bro Suis evit chom hep ober e goñje, klasket e voe gant Stad ar Frañs da adkas anezhañ en-dro met un taol kleze en dour e voe. Kemer a rae kentelioù Saozneg er Suis evit gellout mont etrezek Bro Saoz. [[28 a viz Genver]] [[1914]] e oa da vezañ deiz ar veaj met ur sizhun war-lec'h e lorc'he etrezek Bro Saoz.<ref>[http://www.helensfamilytrees.com/murg03.htm ''Helen's Family Trees (Gwezenn familh hiniennel, pajenn Murphy/Ar Rouz)'']</ref>.
 
Emouestlañ a reas en arme Breizh-Veur e miz Even 1916 betek miz Gwengolo 1917, pa voe diskarget dre abegoù mezkiel. Goude ar brezel e kemeras ar vroadelezh saoz.
 
Bevañ a reas en Iwerzhon e-lec'h ma tarempredas ar vroadelourien. Skrivañ a reas buhezskrid [[Pádraig Pearse|Pádraig Mac Piarais]](Patrick Pearse).
 
En 1921 e skrivas er gelaouenn ''[[La Bretagne libertaire]]''.
 
Darempredet en deus al [[Strollad al Labour (R.U.)|Labour Party]] ha mignon eo bet d'ar rener anezhañ, [[James Ramsay MacDonald]], a voe ar c'hentañ Pennvinistr eus ar gostezenn-se e Breizh-Veur e 1924. En 1922, e troas e galleg oberennoù ar politikour breizhveuriat. E sekretour e voe ivez.
 
E 1931 e voe gweladennet gant [[Fant Rozeg]] a oa deuet da Iwerzhon da beurzeskiñ ar yezh.
 
E miz Gouhere 1936 e timezas da Marion Murphy en iliz St. Andrew, Westland Row, [[Dulenn]].
 
D'ar [[5 a viz Eost]] [[1944]] e varvas e [[Middlesex Hospital]], [[Marylebone]], Londrez, dre ar gloazadennoù bet tapet e-pad bombezadegoù an Alamaned e Londrez. Beziet e voe d'an 10 a viz Eost 1944, e bered Surbiton, e [[Surrey]], e [[Bro-Saoz]].
Linenn 36:
*''Geriadur ar Skrivagnerien ha yezhourien'' gant [[Lukian Raoul]], Al Liamm, 1992
*''Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles'' gant Lionel Henry, Yoran embanner, 2013, iSBN 978-2-916579-59-7
*''La Bretagne et l'Irlande pendant l'entre-deux-guerres'', pennad gant Éamon Ó Ciosáin, e-barzh ''Dalc'homp soñj !'' niv. 22, p. &nbsp;29
*''Le parcours de Louis Napoléon Le Roux'', pennad gant A. Le Cloarec, e-barzh ''[[Le Peuple Breton]]'', Gwengolo 2015
 
Linenn 43:
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
 
{{DEFAULTSORT:Rouz, Loeiz Napoleon}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1890]]