Io (loarenn) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: → using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 115:
An energiezh ret evit an oberiantiz a zeu moarvat eus efedoù-lanv krouet gant Yaou hag div loarenn vras arall : [[Europa]] ha [[Ganymede (loarenn)]]. E kelc'htroioù-dasson emañ an teir loarenn. Div wech e tro Io war-dro Yaou pa dro Europa ur wech nemeti ha Europa end-eeun a dro div wech evit pep kelc'htro Ganymede. Ouzhpenn-se e tiskouez Io atav an hevelep tu da Yaou. An darempredoù gravadel etre Europa, Ganymede ha Yaou he laka da zistummañ, ar pezh a c'han gwrezder en he c'hreizenn.
 
Mouioc'h eget 300 km e vuzul plumachenn menezioù-tan'zo eus Io ha buan tre e gemm an dislonkadennoù. E-pad an teir miz etre gournijadur [[Voyager I]] hag hini [[Voyager II]], un nebeutnebeud dislonkadennoù a baouezas tra ma teraoue reoù arall. Chañchet en-deus endro ar menezioù-tan ivez.
 
Un andon arall ag energiezh a furm maez magnetik Yaou. Pa ya Io ag-e-dreuz e c'han un goulou, muioc'h eget 1.000 gigawat e greñvder. Skrapañ a ra ivez materi ionekaet diouzh Io. Abalamour da tizh orbitel buan Yaou e stumm ar materi-se un torus a skinn a skingas ul luc'h [[mouk-tre]]. Ul levezon vras en-deus lec'hiadur Io war skingasioù Yaou a resever war an [[Douar]]. War gresk-ment e vezont pa vez Io diwar wel.