ISO 11940 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎[[Vogalennoù]]: esaouenn using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 36:
|}
 
Trezskrivet e vez ar c'hensonennoù glan hervez an doare ma vezont distaget peurliesañ e dirag ur [[vogalenn]]. Lakaet e vez an diforc'h etre parioù kensonennoù uhel hag izel en un doare sistematek dre implijout ar [[makron]] evit merkañ ar re uhel. Implijet e vez [[sinoù diakritek]] all evit an distagadurioù ralañ, en o zouez ur poent, ur c'hornig pe ur varrenig dindan al lizherenn diazez: dres evel gant ar sistemoù treuzskrivañ implijet evit romanekaat ar skriturioù indezek e talvez ar poentig evit merkañ ar [[kensonenn tro-gil|kensonennoù tro-gil]], daoust d'un nebeutnebeud diforc'hoùioù-implij resis, da lâret eo e vez implijet ur poentig evit treuzskrivañ ธ ''tho thong'' ha ศ ''so kho sala'' kentoc'h evit merkañ ar c'hensonennoù tro-gil a gloate gante.
 
Ne vez implijet ar c'hornig nemet evit treuzskrivañ teir c'hensonenn: ฅ ''kho khon'', ฒ ''tho phuthao'' ha ษ ''so bo ruesi''; ha ne vez implijet ar varennig evit treuzskrivañ ur gensonenn nemetken: ฑ ''tho nang montho''.