Legio II Augusta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedenn : Liammoù disheñvelout
D →‎top: erlec'hiañ, replaced: |vignette| → |thumb| using AWB
 
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
[[Restr:Caerleon plaque2.JPG|vignettethumb|Plakenn Kaerleon, gant e c'harv (capricorn)]]
'''Legio II Augusta''' da lâret eo ''Eil [[Lejion]] an Impalaer''<ref>An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar [[Republik Roma|Republik roman]] e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar [[Konsul|gonsuled]]. Dindan an [[Impalaeriezh roman|impalaeriezh]] e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. [[Aogust (impalaer)|Aogust]] e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. [[Vespasianus|Vespasian]] a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion [[Trajan]] he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv ''cognomen'' pe un anv a verke orin al lejionerien (''Italica'' = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (''Parthica'' = trec'h war ar [[Partia|Barted]]), pe anv an impalaer hag e ''[[gens]]'', pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (''Galliena'', ''Flavia''), (3) pe ur perzh eus al lejion (''Pia fidelis'' = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).</ref> a oa anv unan eus lejionoù [[Henroma]].