Levi Eshkol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
Met darempred gant Ben-Gourion a zeas war fallat, ha gwasoc'h eo deuet da vezañ goude an afer Lavon (un darvoud c'hoarvezet e [[Ejipt|Bro-Ejipt]] stag ouzh taolioù an arme israelian). Ben-Gourion na deuas ket a-benn da enebiñ ouzh Eshkol, ha lakat a reas ar strollad Mapai d'en em disrannañ a-benn krouiñ ar [[Rafi]] (ur strollad politikel araogerez eus ar strollad Labour) e miz Even [[1965]]. Met er memes koulz ar [[Mapai]] a aozas un unaniezh gant an [[Unaniezh Labour]], gant Eshkol en he fenn. Ar strollad Rafi a gollas dilennadegoù miz Du [[1965]]. Ha dre-se Eshkol oa erruet e penn ar vro gant netra na den ebet ken da enebiñ outañ. Met Ben-Gourion a gendalc'has da zisfoutañ Eshkol en ur c'hlask levezoniñ "tadoù ar vro". Ben-Gourion a glaskas diskouezañ ar c'hentañ ministr evel un den gwan ha hep barregezhioù evit ur c'harg evel e hini ha ket gouest da welaat renk ha stad Israel.
 
Ur c'hresk ekonomikel spontus a z'eus bet e pad kentañ prantad maodiern Eshkol, arouezet mat eo an darvoud-se gant krouidigezh ar sistemoù a bontoù-dour broadel (המוביל הארצי/"HaMovil Ha'Artzi" e [[hebraeg]]) e [[1964]]. Eñ hag e vinistr an arc'hantañ [[Pinchas Sapir's]] a rankas kemer divizoù evit goreakat ur mekanik ekonomikel o vont re vuhan. Ober a rejont-se dre ur bolitikerezh a resediñ ekonomikel. Met an dra-se a gasas ur seurt diskar eus an aktivelezh ekonomikel israelian. Kreizenadur an ekonomiezh steuñvet israelian a gasas kudennoù er mekanikoù em-reoliata ar gorrekadur an tarzh ekonomikel hag an dra-se a lakas al liveoù uheloc'h eget ar pezh oa gortozet e penn kentañ. Eshkol a rankas labourat da enebiñ ouzh ur c'hresk eus an niver a dud dilabour er vro (12% e [[1966]]). Met marteze ar resediñ-se a sikouras da adsevel ur sistem ekonomikel bresk penn da benn ha da enebiñ ouzh ar c'hudennoù ekonomikel c'hoarvezet gant an eoul-maen etre [[1967]] ha [[1973]].
 
[[Rummad:Tud|Eshkol, Levi]]
[[Rummad:Politikourien Israel|Eshkol Levi]]