ETA : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Astenn
O saveteiñ 2 mammenn hag o tikedenniñ 0 evel marv.) #IABot (v2.0.9.2
 
Linenn 4:
'''Euskadi Ta Askatasuna''', berraet en '''E.T.A.''' ({{LFE|[ˈɛːta]}} ; [[euskareg]] evit ''Euskadi Ha Frankiz''), zo anv un aozadur [[dizalc'hour]] ha [[marksour-leninour]] ledvilourel [[euskarat]] a oa e bal krouiñ ur [[Stad]] [[dizalc'hiezh|dizalc'h]] ha [[sokialouriezh|sokialour]] en [[Euskadi]], distag eus Stadoù [[Frañs]] ha [[Spagn]]. Oberiant eo bet etre an 31 a viz Gouere [[1959]] hag an 2 a viz Mae [[2018]] (loezadur ofisiel embannet gant e izili).
 
Emdroet en deus an aozadur kuzh-se eus ur strollad stourm ouzh renad [[Francisco Franco|Franco]] d'un aozadur [[sponterezh]], hag anavezet eo evel-se gant Bro-C'hall, Spagn, [[Unaniezh Europa]] (betek 2009), [[Stadoù-Unanet Amerika]] hag all. Adalek 1968, hervez ar sifroù ofisiel ha kemenadennoù an ETA<ref>{{en}} https://edition.cnn.com/2000/WORLD/europe/11/19/spain.eta/index.html</ref> eo bet lazhet gantañ 829 den<ref name="Victimes">{{es}} [https://web.archive.org/web/20100915224606/http://www.mir.es/DGRIS/Terrorismo_de_ETA/ultimas_victimas/p12b-esp.htm E-barzh pajennoù Ministrerezh an Diabarzh spagnol eo bet lazhet 823 den gant an ETA betek an 19/08/08]</ref>, gloazet miliadoù, muturniet kantadoù<ref>{{en}} [https://wayback.archive-it.org/all/20130419175931/http://www.smithsonianmag.com/people-places/basque.html Pennad-skrid gant ''Joshua Hammer Smithsonian magazine'', Miz Genver 2007]</ref> ha skrapet dekadoù a dud, hep mennegiñ an tunadurioù fontoù a-leizh graet gantañ<ref>{{Liamm web|langue=es|titre=Los extorsionados por ETA toman la palabra|url=http://politica.elpais.com/politica/2015/03/01/actualidad/1425234891_663617.html|site=politica.elpais.com|gwelet d'an=2015-06-30}}</ref>.
 
''Bietan jarrai'' ("Dalc'hit d'an daou anezho") eo [[lugan]] ETA. Ober a ra dave d'an div skeudenn a gaver war banniel ETA, an naer (arouez an derc'hel kuzh hag ar gwidre) korvigellet en-dro d'ur vouc'hal (arouez an nerzh).
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/ETA »