Yann-Fañch Kemener : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
skeudenn ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
[[Skeudenn:Skeudenn-Y-F Kemener.jpg|thumb|right|''Yann-Fañch kemener'']]
Yann-Fañch Kemener zo unan eus gwellañ kanerien kan hengounel e Breizh.
Kemeret en deus perzh e nevezadur ar [[Kan ha diskan|c'han ha diskan]] er bloavezhioù 1970 ha 1980, gant e gomper [[Erik Marchand]] dreist-holl. Harpet en deus treuzkas ar c'han hengounel hag ar [[brezhoneg]] dre e obererezh kaner met ivez o tastum hag o vrudañ hengoun dre gomz ar vro ma oa bet ganet.
 
Linenn 7:
== Buhez==
 
Ganet eo bet Yann-Fañch Kemener e ''Gwezh an div roz'', e [[Sant-Trifin]], e kalon ar Vro-Plin d'ar [[7 Ebrel|7 a viz Ebrel]] [[1957]] en un tiegezh kanerien ha dañserien vat<ref>''Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener'', p. 9 </ref>. Jean-François Quéméner eo e anv e galleg. Brezhoneger a-vihan eo.
 
Pa oa bugel e plije dezhañ kenañ ar festoù-noz aozet gant an "amicale laïque" evel an abadennoù sinema ral a veze eno. En em gavout a ra eno gant e gamaladed skol met ivez gant izili eus e familh, deuet eus pell. Alberzh Bolloré e oa anv an den a gase an traoù en-dro d'ar c'houlz-se. Reiñ a reas da Yann-Fañch Kemener an dro da ganañ war al leurenn evit ar wezh kentañ.