Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs
 
rummadoù kentoc'h el liester met da welet diouzh an dro
Linenn 5:
Rummadoù</div><br clear="all"/></center>
 
Amañ ezemañ eusal ur plaslec'h evit lañs kendivizoù war ar rummadoù evit o wellaat
 
==Rummadoù en [[unander]] pe el [[liester]]?==
Savet 'm eus kazi abnan holl rummadoù el liester peogwir ez eus un hengoun e [[levraoueg]]où Bro-C'hall evit eñ ober. Ar saoznegerien a ra gant al liester (S.o. ar wikipedia saoznek. Gwelloc'h e kav din heuliañ an hent-mañ. --[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 8 Gen 2006 da 22:44 (UTC)
 
* Da'm soñj e c'hall bezañ an eil pe egile diouzh an dro (hervez ar gerioù eo). Dre vras memes tra eo reishoc'h ha natureloc'h implij al liester e brezhoneg peurliesañ. Evit hollekaat e reer gant al liester e brezhoneg tra ma ra ar galleg gant an unander. Da skouer e c'haller ijinañ ur rummad ''arbre'' e galleg met n'haller ket ijinañ ur rummad ''gwezenn'' e brezhoneg. Ret eo ober gant ''gwez''. Heñveldra eo poellekoc'h ha muioc'h diouzh ijin ar yezh kaout ur rummad ''broioù'' ma vo kavet ar pennadoù a denn d'ar broioù just a-walc'h kentoc'h eget ur rummad a vije ''bro'' traken.
Tre hervez ijin ar yezh eo ober gant an anv-verb ivez evit merkañ un ober. Lakaomp, evit treiñ ar rummad gallek ''jardinage'' e vo gwell ober gant ''liorzhañ'' (al liorzhañ) eget gant ''liorzherezh'' a bouez muioc'h war an teknik ha n'eo ket ken naturel.
--[[Implijer:Fulup|Fulup]] 9 Gen 2006 da 14:09 (UTC)