Françoise Morvan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
D Kemmoù 195.83.48.24 (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Bianchi-Bihan
Linenn 6:
N’eus ket anavezet skridoù brezhonek diwar he dorn.
 
==Embannadurioù gallek==
Anavezet eo he skridoù graet e-barzh c’hwec’h tachenn dreist-holl :
**1. Skridoù lennegel e-barzh kelaouennoù gallek evel la Nouvelle Revue française, Obsidiane, Le Nouveau Commerce, ha niverenn ispisial ar gelaouenn Europe diwar-benn Breizh e 2005.
**2. Labour evit ar c’hoariva, gant troidigezhioù eus pezhioù gant Eugene O'Neill, John Millington Synge ha Sean O'Casey, ha diwezhatoc’h ar skrivagner rus [[Tchec’hov]] , gant ar ruseger Andre Markowicz, dreist-holl.
**3. Labour-studi hag embann diwar un nebeud skrivagnerien, [[Luzel]] hag [[Armand Robin]] dreist-holl.
Ul labour a-bouez he deus graet oc'h embann pe adembann oberennoù Luzel.. Diaes eo bezañ a-du ganti en he barnadennoù avat. Aliañ a c'haller an dud da lenn he mennozhioù diwar-benn labour Luzel er vuhezskrid savet ganti hag el levr ''Contes Bretons''.
 
**4. Levrioù evit ar vugale
**5. Labour diwar-benn ar ‘’folklor’’ , ar boudiged hag al lutuned. Darn zo bet embannet gant ti-embann Ouest-France.
**6. Al labour diwar-benn an emsav, pe enep dezhañ (hag a gaver roud anezhañ en he skridoù all a-wechoù ivez) an hini en deus roet ar muiañ a vrud dezhi. Al labour-se zo bet graet, pe a vez graet c’hoazh dreist-holl :
*** gant al levr Le Monde comme si.
***e pennadoù-skrid e-barzh kazetennoù ha kelaouennoù gallek a bep seurt, evel l’Humanité, pe Bretagne-Ile de France, dalc’het gant ar PCF
***e pennadoù-kaoz diwar-benn sevenadur ha politikerezh Breizh (pe a-enep dezho) e-barzh ur bern kelaouennoù parizian (L’Express, Nouvel Observateur, Libération, Charlie Hebdo) ;
***e pennadoù embannet e pajennoù lec’hienn « L’Observatoire du Communautarisme», un aozadur a glask stourm ouzh kement tra a denn d’ar « gumuniezhouriezh »
***e pajennoù al lec’hienn « dizalc’h » savet ganti hag anvet [[Groupe information Bretagne]] (GRIB)
 
 
Linenn 11 ⟶ 26:
Al levr, kinniget evel ur buhezskrid, a zo ivez ur flemmskrid a-enep "an emsav" dre vras, kaoz ennañ eus "[[tabut Barzazh Breizh]]", eus an dizemglev etre [[Kervarker]] ha [[Fañch an Uhel]], eus an [[emsav sevenadurel]] hag an [[Emsav politikel Breizh|emsav politikel e Breizh]], eus emzalc'h an emsav e-pad ar [[Eil brezel bed|brezel]], eus krouidigezh ar [[peurunvan]], eus [[Per Denez]] dreist-holl hag e-leizh a dud all, eus [[Skol-Uhel ar Vro]], eus [[Diwan]], eus [[Ofis ar Brezhoneg]], eus an arc'hant roet d'an embann brezhoneg, eus ar [[Gwenn-ha-Du]], hag un toullad traoù all c'hoazh.
 
==Ur stourm==
Evit kenderc'hel gant he stourm a-enep an emsav he deus skrivet pennadoù e-leizh en ur bern kelaouennoù.
 
Kenlabouret he deus ivez
*gant ar [[Réseau Voltaire]], ha tud evel Renaud Marhic, met paouezet e oa bet gant ar c'henlabour foran pa oa bet krog ar rener [[Thierry Meyssan]] da embann ne oa ket bet kouezhet karr-nij ebet war ar [[Pentagon]] e [[Washington]] e [[Gwaldaolioù an 11 Gwengolo 2001|2001]];
*gant [[L'Observatoire du Communautarisme]] en doa aozet, gant ar "[[Grand Orient de France]]", un diviz e [[Sened]] [[Bro-C'hall]] d'ar 24 a viz Du 2006 , e-lec'h m'he devoa distaget ur brezegenn a-enep [[Karta Europat ar yezhoù]], hag a-enep difennerien ar yezhoù evel [[Diwan]]: [[http://www.communautarisme.net/Les-ethno-regionalismes-et-la-Charte-des-langues-regionales-et-minoritaires_a873.html]]
 
 
*gant [[La Libre Pensée]], an aozadur a oa bet o kas en-dro an abadenn evit divadeziñ skolaj [[Roparz Hemon]]
*ar strollad politikel ''[[Parti des Travailleurs]]''
*ar gelaouenn [[Bretagne Ile-de-France]], kazetenn an [[USBIF]], dalc'het gant rummad kozh ar [[PCF]]
*ar "[[Grand Orient de France]]" hag ar [[Sened|senedour]] [[Jean-Luc Mélenchon]] un ezel oberiant ennañ, hag en deus komzet a-enep [[Diwan]] meur a wech.
 
*Libération meur a wech:
 
[http://www.liberation.fr/rebonds/279894.FR.php]
 
==Da lenn==