Raeti : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 16 Gen 2006 da 20:20


Ar Reted a oa ur bobl en henamzer a gomze ur yezh kar d'an etruskeg. En Alpoù e oant o chom, e rannvroioù Grischun (Suis), Vorarlberg ha Tirol (Aostria) ha Su Tirol ha Lombardia an Norzh (Italia). Retia (latin: Raetia) a oa anv o bro. Er bloavezhioù 16-14 kent JK, goude bezañ distrujet lod eus kêrioù ha kastellioù ar Reted, ec'h aloubas ar Romaned Retia. Lakaet e voe dindan ren ur prefed roman.

Restr:REmpire-Rhaetia.png

Pa tilezas ar Reted o yezh o-unan, e gemeras ar yezhoù reto-romanek he flas.