Hyperion (Keats) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: en:Hyperion (poem)
Linenn 8:
 
== An istor ==
An Ditaned a oa doueed a rene a-raok an [[Doueed an Olimpos|Olimpianed]] hervez ar [[rummad:Mitologiezh c'hresian|vitologiezh c'hresian]] hag a zo tonket da vezañ diskaret gante. En o zouez emañ [[Kronos]] (roue an doueed), [[Rea (doueez)|Rea]] (e vaouezwreg), [[Theia|Teia]] (e c'hoar), [[Enkelados]] (doue ar brezel), [[Okeanos]] (doue ar mor), [[Hiperion]] (doue an heol) ha Klimene (un doueez yaouank). Komañs a ra ar varzhoneg gant Kronos o keuziañ d'e c'halloud kollet, zo bet kemeret gant [[Zeus]]. Theia a gas anezhañ betek ul lec'h m'emañ ab Ditaned all en o azez, ken maleürus hag eñ, hag eno en em c'houlennont hag eñ e rankont stourm a-enep an doueed nevez (an Olimpianed). Disklêriañ a ra [[Okeanos]] e fell dezhañ lezel e c'halloud da [[animations|Neizhan]] (doue nevez ar mor) abalamour m'er c'hav bravoc'h (Mat eo derc'hel soñj amañ e soñj ar romantourien ez eo peurbouezus ar c'hened). KlymeneKlimene a zeskriv ar wezh kentañ he deus klevet sonerezh [[Apollon]], a gavas brav betek kaout poan diwarni (ur mennozh romantour all). En diwezh e tistag Enkelados ur brezegenn a boulz an Ditaned d'an emgann. Deskrivañ a reer neuze palez Hyperion, hag e weler Hyperion e-unan evit ar wezh kentañ, an Titan nemetañ zo galloudus c'hoazh galloudus. [[Ouranos]] (doue kozh an oabl, tad kronos) a galoneka anezhañ da vont d'al lech m'emañ kronos hag an Ditaned all. Kuitaat a reer an Ditaned pa zegouezh Hyperion, hag ez aer betekda gaout [[Apollon]] (doue nevez an Heol, ha doue ar sonerezh, hag ar sevenadur) o ouelañ war c'hlann ar mor. En em gavout a ra [[MnemosyneMnemosine]] (doueez an eñvor) gantañ ha displegañ a ra dezhi abeg e c'hlac'har dezhi : anaout a ra e e c'halloudez doueel, met n'eo ket gouest c'hoazh da dizhout anezhi. O sellet e daoulagad [[MnemosyneMnemosine]] e resev ar ouziegezh a ra anezhañ un doue penn-da-benn. Echuiñ a ra ar meurgan er stad-se, e-kreiz ul linenn.
 
==Arroudenn==