Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù skiantel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kelc'hgeriadur/holloueziadur
Linenn 21:
 
* "steredoniezh" eo a lenner war unan eus niverennoù diwezhañ ar gazetenn "Ya". Ar ger-se eo an hini implijetañ er skridoù brezhonek.--[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 20 Gen 2006 da 17:35 (UTC)
 
Sevel a ran a-du gant an termen steredoniezh. Testeniekaet eo abaoe ar bloavezhioù 1920. Me a gav n'eo ket fur distreiñ war gerioù a zo testeniekaet mat dre skrid, aes da gompren ha savet mat. N'eo ket ar pal adijinañ ar pezh a zo testeniaket er yezh dija met plediñ gant gerioù a ra diouer dimp. Ken bras eo an dachenn ! Ret eo dimp kaout doujañs ouzh an dud o deus labouret araozomp ivez. Evidomp astronomiezh ne zegas netra. Eus un tu all, e degouezhioù zo e vo mat ober gant gerioù "etrebroadel" m'eo digomprenus an termen "keltiek rik" ha ma n'eo ket stank o implij. Hent ar furnez eo an hent etre. Gwezhioù all c'hoazh e c'hellimp leuskel daou dermen. E-giz-se emañ kont a-wezhioù en alamaneg pe e rusianeg.
 
==Meurzh==