Kaozeadenn Rummad:Astronomiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
astronomiezh/steredoniezh
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 5:
Perak ''dija'' ? Savet e oa bet ar rummad ''astronomiezh'' d'ar 5 a viz Mezhevenn 2005, hag ar rummad ''steredoniezh'' d'ar 16 a viz Du 2005, ouzhpenn 5 miz war-lerc'h. Met a-du e savan gant [[Implijer:Fulup|Fulup]] : ret eo kendeuziñ an daou rummad.--[[Implijer:Yun|Yun]] 26 Gen 2006 da 22:51 (UTC)
*Gwir eo, skrivet em boa ''dija'' war an taol hep klask pelloc'h. Gwelloc'h e vije bet din skrivañ ''ivez''. Digoret euz eus bet ur gaoz war [[Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù skiantel]] evit gouzout peseurt termen a oa da zerc'hel, ''Astronomiezh'' pe ''Steredoniezh''. Lakait ho soñj war ar bajenn-se a-benn ma vo gellet kemer un diviz stroll. Pa vo bet divizet peseurt termen derc'hel e vo tu da gendeuziñ en ur virout ur rummad hepken dre ziverkañ ar rummad diezhomm. Evit se avat e vo ret bezañ dilennet [[Wikipedia:merourien|merourien]] a-raok : Lakait hoc'h anv evit bezañ merour ha na zisoñjit ket votiñ ar sizhun o tont. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 27 Gen 2006 da 11:02 (UTC)
 
A-du e savan gant an termen steredoniezh. Testeniekat eo abaoe ar bloavezhioù 1920 d'an nebeutañ. Savet mat eo, testeniekaet mat e meur a c'heriadur, aes da gompren. N'eus abeg ebet da chom hep ober gantañ. Arabat eo adober al labour a zo bet kaset da benn gant tud a oa araozomp. Gwelloc'h eo plediñ gant ar gerioù a ra diouer dimp. Kement a labour a zo d'ober. Me n'on ket nag "etrebroadel rik" na "keltiek rik". Klask a ran soñjal e Yann vrezhoneger da gentañ-penn ha d'am soñj ez eo steredoniezh aes da gompren. Pa vez digomprenus un termen keltiek ha pa n'eo ket stank e implij e c'heller amprestañ termenoù "etrebroadel" met an amprest n'eo nemet un diskoulm e-touez diskoulmoù all. Hent ar furnez eo an hent etre-se d'am soñj. Tec'hout a raio kuit an dud a-hend-all.
Distreiñ d'ar bajenn "Astronomiezh".