Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 30:
* Ne vez ket sinet ar pennadoù gant den ebet war ar wiki rak kensavet e vezont. Dalc'het e vez memor anvioù saverien ar pennadoù hag ar c'hemmoù degaset ganto e pajenn istor pep pennad (e-kichen ar bajenn gaozeal). Kerzh di da welet. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 3 Meu 2006 da 21:30 (UTC)
:N'eo ket strikt ar fazioù, reizhet e vint tamm-ha-tamm gant tud all war da lec'h. Ar pezh a gont eo en em sikour an eil d'egile evit mont war-raok e pep keñver : yezh, danvez ar pennadoù, doare kinnig hag all. Pep hini a c'hall degas e lod war an tachennoù mestroniet gantañ. Un oberenn stroll eo. Skriv '''treuzwelus''' gant un ''L'' ivez (gwelet ha gwell zo daou dra disheñvel). Kalon dit da genderc'hel ganti. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 3 Meu 2006 da 21:43 (UTC)
==doare-skrivañ==
Mar plij, gra gant ''eus'' dre skrid ha neket gant ''deus''. Teir araogenn zo e brezhoneg : ouzh, diouzh hag eus; Er yezh komzet e vezont kemmesket alies ha neuze ne glever mui nemet ''deus''. Dre skrid e vezont dispartiet mat avat. En un oberenn skiantel evel homañ eo gwelloc'h heuliañ reolennoù skrivañ ar yezh klasel, a gav din. Trugarez dit. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 4 Meu 2006 da 15:29 (UTC)