Aksoum : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
 
Ur gêr eus [[Etiopia]] eo '''Aksoum''' (አክሱም, Aksum),. erEr stad kevredadel anvet [[Tigrae]] emañ. Hervez [[Ajañs Kreiz Stadegoù Etiopia]] ez eus 47.320 annezad o chom enni.

Kêr-benn relijiel [[Iliz ortodoks Etiopia]] eo. [[Ortodoks]] eo 75% eus an Aksoumiz. [[Islam sunit|Muzulmaned sunit]] ha [[Kristeniezh|kristenien]] all eo ar peurrest eus an annezidi. Kêr sakrañ [[Etiopia]] eo hag unan eus lec'hioù pirc'hirinañ pennañ ar vro. T'imk'et ([[Gouel ar Rouaned]]), d'ar 7 a viz Genver ha Maryam Zion e dibenn miz Du eo ar gouelioù relijiel pouezusañ.
 
== Ur rouantelezh eus an Henamzer ==
Kêr-benn rouantelezh [[Aksoum]], savet er c'hantved I<sup>añ</sup>, e voe. Ur briñselezh e voe er penn kentañ. En em ledañ a reas buan ar rouantelezh eus [[Yemen]] betek reter [[Soudan]] o lonkañ ar rouantelezhioù bihan tro-dro. En he barr e voe er V<sup>vet</sup> kantved. Ur vro genwerzhel c'halloudus e voe d'ar mare-se. Kontrollañ a rae an hentoù kenwerzhel etre [[Afrika]] hag [[Azia]]. Ergerzhadegoù a gaso da-benn en tu al eus ar [[Mor Ruz]], evel e [[571]] a-enep [[Mekka]]. Ar vro gentañ a skoas moneiz en Afrika e voe.
 
Ar mein-sonn eo savadurioù pouezusañ [[Aksoum]] : pikol obeliskennoù kizellet gant tresoù int. Hervez an henoniourien e oant bet savet a-us da vezioù penntierned ar rouantelezh kozh. E-touez ar mein-sonn-se emañ an unvein benet brasañ er bed. 35 metr uhelder e oa an obeliskenn uhelañ. Sur a-walc'h he doa kantennoù metal war ar c'hostezioù.
Bezioù niverus zo bet kavet, reoù zo a oa bet gweladennet dija. E mirdioù [[Aksoum]] hag Addis Abeba emañ ar pinvidigezhioù enno.
E norzh kêr [[Aksoum]] emañ strollet an darn-vrasañ eus ar mein-sonn. Enskrivet eo lec'hiad henoniezh [[Aksoum]] e roll [[glad bedel]] an [[UNESCO]] abaoe 1980.
Lec'hioù all a ya d'ober glad [[Aksoum]] evel [[Itron Varia Sion]] bet savet e [[1665]]. Hervez kont emañ [[Arc'h ar c'hevredad]] enni. En iliz-se e veze kurunet impalaerien [[Etiopia]] betek [[Fasilides]] (XVII<sup>vet</sup> kantved), ha diwezhatoc'h adalek [[Yohannes IV]] (XIX<sup>vet</sup> kantved) betek ma 'z eas an impalaeriezh da get.
 
== An orin ==
En em gavout a reas [[Sabaiz]], [[Mineiz]] hag [[Homerited]] en [[Etiopia]] eus rouantelezhioù « [[Arabia Eürus]] » ([[Yemen]]) etre 1 000 ha 400 a-raok J.-K.
 
[[Skeudenn:Axum northern stelea park.jpg|500px]]
 
== A bep seurt ==
 
Un aerborzh zo en [[Aksoum]] (kod AITA : AXU).
 
[[Rummad:Kêrioù Etiopia]]
[[Skeudenn:Axum northern stelea park.jpg]]
[[Rummad:Gladoù ar bed an Unesco]]
[[Rummad:Istor Etiopia]]
 
[[am:አክሱም]]