Manac'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 18:
Leaned ha leanezed o deus klasket tapout o salvidigezh diwar ar [[pedenn|bedenn]] hag ar brederiadenn er [[sioulded]] hag an dilavar. [[Sant Anton Meur]] a vroude an dud da vezañ penitiourien evit heuliañ roudoù ar [[Jezuz-krist|C'hrist]] dindan levezon ar [[Spered santel]]. Er c'hontrol e lavare sant Pakom e oa dañjerus an digenvez pa c'hell kas d'an dispi. Kinnig a rae ma veze bodet ar venec'h evit ar [[merenn]]où nemetken, pep hini o prederiañ en e unan devezh-pad en ur c'hellig.
 
==Manac'hiezhhegezh kristen ar C'hornôg==
[[Skeudenn:Kovelklein.JPG|thumb|right|100px|Manac'h katolik]]
E [[361]] eo bet diazezet ar c'hentañ manati a zo bet e [[Kornôg]] [[Europa]] gant [[Martinus]] (pe ''Sant Marzhin [[Teurgn]]'') war un dachenn roet gant [[Hilarius]], [[eskob]] [[Poitiers]]. En abati [[Ligugé (Vienne)]] ne oa nemet lochennoù graet gant brankoù evit reiñ goudor d'ar venec'h, met e c'houlenne sant Marzhin ma kemeront prantadoù evit al labour e-kreiz amzerioù evit ar bedenn.<br/>