Herri II (Bro-C'hall) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: ko:앙리 2세
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
==Spagn==
PaEus oa1526 bugelda 1530 e voechomas prizoniad e-pad pevar[[Karl bloazV]] e [[Spagn]] gant e vreur Frañsez, e-lec'h o zad Frañsez Iañ.
 
 
==Daofin ha Dug Breizh==
War-lerc'h marv e vreur henañ [[Frañsez III]] e 1536 e voe lakaet war un dro da Zaofin ha da [[Dug Breizh|Zug Breizh]], hogen ne voe ket kurunennet evel e vreur, an dug kurunennet diwezhañ a voe e Breizh.
 
==Roue Bro-C'hall==
Roue [[Bro-C'hall]] e voe Herri war-lerc'h marv e dad [[Frañsez Iañ a Vro-C'hall]].
 
Dimeziñ a reas da g-[[Caterina de' Medici]] e miz Here 1533. E-touez ar vugale a c'hanas, 3 a zeuas da vezañ rouaned Bro-C'hall : [[Frañsez II]], [[Charlez IX]] ha [[Herri III]]. Brudet eo e garantez ouzh e [[serc'h]] [[Diane de Poitiers]].
 
Kenderc'hel a reas Herri II gant ar brezel ouzh Karl V hag ouzh Bro-Saoz. E 1558 e voe skarzhet ar Saozon diouzh [[Calais]]. Sinet e voe ar peoc'h gant feur-emglev [[Cateau-Cambrésis]] e miz Ebrel 1559 etre Herri II, [[Elesbed Iañ a Vro-Saoz]] ha [[Fulup II a Vro-Spagn]]. Diwar-se e voe ret da Vro-C'hall dilezel Italia.
 
Dindan ren Herri II e voe krouet ar ''Chambre ardente'', e karg da varn an eretiked.
 
==E varv==
Gouelioù a voe aozet evit lidañ war un dro peoc'h Cateau-Cambrésis hag an euredoù sinet da heul etre [[Marc'harid a Vro-C'hall]], c'hoar Herri II, hag Emmanuel Philibert, dug Savoia, hag etre [[Fulup II a Vro-Spagn]] hag Elesbed, merc'h Herri II.
 
D'an 30 a viz Even, e-korf un tournamant, e voe gloazet Herri II gant an dug [[Montgomery]]. Ar roue a varvas d'an 10 a viz Gouere 1559.
 
[[Rummad:Tud|Herri II a Vro-C'hall]]