Albertus Pictor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
D Rummata
D + liammoù bloaz
Linenn 2:
[[Image:Dancing peasants by Albertus Pictor 1480.jpg|thumb|Kouerien o tañsal, gant Albertus Pictor, Härkeberga kyrka, Uppland, war-dro 1480.]]
 
'''Albertus Pictor''' (Alberzh al Livour), ganet war-dro [[1440]] ha marvet war-dro [[1507]], anvet ivez ''Albert Pictor'', ''Albert Målare'', pe ''Albrekt Pärlstickare'' a oa ul livour [[svedat]] a labouras da livañ mogerioù en ilizoù e vro e dibenn ar [[Krennamzer|Grennamzer]].
 
''Albertus Immenhusen'' e oa e anv, diwar anv ar gêr alaman e [[ Hessen]] a oa ginidik anezhi. Kentañ meneg anezhañ en dihelloù a voe e [[1465]], pa voe degemeret evel bourc'hiz en [[Arboga]]. Eizh vloaz goude ez eas da [[Stockholm]], hag eno e kemeras stal-labour ul livour all, Johan Målare, e Gamla stan, a oa intañvezet e wreg, ma timezas Albertus dezhi.
 
 
Brudet e oa evel arzour fonnus, ha hedro, livour hag ivez [[ograour]] ha [[broder]], lesanvet "Pärlstickare", ar [[perlez]]enner. Mont a rae da redek bro ha da livañ en [[nevezamzer]], hag echuiñ en [[diskar-amzer]]. Er [[goañv]] e sone hag e vrode.
 
Evit e livadurioù ne chom nemet un 30 murlivadur en ilizoù e kornad Mälaren, ha 10 anezho sinet gantañ.