Kaozeadenn Implijer:Gwendal

Rummad: KomediennoùAozañ

A bpe seurt komediennoù zo, honnezhzo unan "war gan". Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Meu 2012 da 19:08 (UTC)

Hag ez eo ! --Gwendal (kaozeal) 22 Meu 2012 da 19:12 (UTC)

Vot er wikigeriadur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Eos 2012 da 21:57 (UTC)

InfoboksoùAozañ

Mar plij, kae da welet an dra-mañ [1]. Ur gudenn deknel a bouez a zo.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Du 2012 da 20:51 (UTC)

Goulenn digant ar verourienAozañ

Merour oc'h war ar Wikipedia brezhonek. Mat e vefe dont da blediñ gant an traoù grevus a c'hoarvez en deizioù-mañ. A-enep d'ar reolenn diazez e vez savet pajennoù nevez gant ar memes pal ha danvez ha pajennoù hag a zo dija, ha lakaet e vezont da enebiñ an eil diouzh eben. Gwashoc'h c'hoazh moarvat, kaset e vez ar bec'h savet diwar-se war ar wikipediaoù all (bruderezh mantrus evit hor yezh, na petra 'ta).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2012 da 10:11 (UTC)

Alan StivellAozañ

Bonjour, désolé de ne pas pouvoir parler breton. C'est pour cette raison que je me permets de vous contacter. J'ai fait reconnaître en début d'année l'article sur Alan Stivell en français "article de qualité". En tant que défenseur de la langue bretonne, il m'a demandé si je ne pouvais pas me mettre en relation avec des contributeur de Wikipédia en breton pour traduire une partie de cette mine d'informations. Ce serait intéressant de développer la partie qui concerne sa vision de la Bretagne et du monde. En espérant que vous pourrez m'aider, car j'ai vu que vous êtes de Nantes (infos sur la réunification à traduire) et bassiste. Cordialement, Kergourlay (kaozeal) 18 Eos 2013 da 17:03 (UTC)

WikimammennAozañ

Salud dit ! A-wechoù a taolan ur sell e-barzh skridoù ar Wikimammenn. Gourc'hemennoù evit al labour a vez kaset war-raok ! Kavout a ra din avat ez eus un draig n'eo ket peurreizh : evit Buhez ar Sent e lenner ez eus meur a embannadur eus al levr ha menegiñ a reer Bue ar Zent (1912) gant Y.-V. Perrot. E gwirionez ez eo skrid Buhez ar Sent embannet gant Erwan ar Moal a gaver dindan an titl Bue ar Zent (1912) gant Y.-V. Perrot. Levr Perrot a oa bet embannet e 1911, hini Moal e 1912. Sell ouzh ar pennad Buhez ar Sent. Traoù tregeriek a gaver e skrid Moal : "Bue ar Zent", "tolen ar goueliou", "daou vla", "war" ; tra ma lenner "Buez ar Zent", "taolen ar goueliou", "daou vloaz", "var" en hini Yann-Vari Perrot. A galon, --Llydawr (kaozeal) 12 Gwe 2013 da 15:56 (UTC)

Salud dit. Peurreizhet an traoù, trugarez dit.--Gwendal (kaozeal) 14 Gwe 2013 da 15:56 (UTC)

Pennad Pobl VreizhAozañ

Salut dit paotr, klask a ran kaout ar maout gant ar pennad e galleg war Pobl Vreizh, ar votadeg evit al label "Pennad mat" a zo amañ ! --Ranndi7 (kaozeal) 14 Her 2013 da 19:34 (UTC)

Pajennoù da ziverkañAozañ

Salud dit ! Ma 'peus tro d'ober un tamm kempenn er bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ, e vefe mat dit teurel ur sell ivez ouzh ar bajenn Wikipedia:Goulenn kendeuziñ istor div bajenn, mar plij. A galon, --Llydawr (kaozeal) 14 Gen 2014 da 16:42 (UTC)

Graet 'm eus war-dro ar goulennoù, dre vras. Kudennoù envel pennadoù disheñvelout zo war a hañval.--Gwendal (kaozeal) 16 Gen 2014 da 15:49 (UTC)
Trugarez dit ! Un tamm brav a gempenn 'peus graet ! --Llydawr (kaozeal) 16 Gen 2014 da 17:39 (UTC)

Energiezh nukleelAozañ

Salud dit ! Taol ur sell, mar plij, ouzh ar bajenn Kaozeal:Gremm derc'hanel ha ro da soñj, ma kerez. A galon, --Llydawr (kaozeal) 16 Meu 2014 da 17:56 (UTC)

DisprizioùAozañ

Demat deoc'h, Emaoc'h o paouez kemm Dupuy de Lôme e Dupuy-de-Lôme : mat eo din met gallout a refet displegañ din abeg ar c'hemm-se ? Trugarez. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 16 Her 2014 da 09:40 (UTC)

Demat deoc'h, me garfe kaout ho tisplegadenn war ar c'hemm "Dupuy-de-Lôme" e "Dupuy de Lôme" ivez. Anv kefridiel al lise eo.--Gwendal (kaozeal) 16 Her 2014 da 09:42 (UTC)

Digudenn : koulz "Dupuy-de-Lôme" (en Oriant) ha "Dupuy de Lôme" (e Brest) a gaver e gwirionez ; setu ma'm boa soñjet e vije reishoc'h ober hervez anv-tiegezh Henri Dupuy de Lôme. Ken aes ha tra.--Prieladkozh (kaozeal) 16 Her 2014 da 09:53 (UTC)

Hag un akademiezh vrezhon zo en ul lec'h bennak da heñchañ ac'hanomp war arver an tired evit anvioù-tiegezh roet d'al liseoù ? Gortoz pell...--Gwendal (kaozeal) 16 Her 2014 da 10:07 (UTC)

Feiz, n'on ket evit respont deoc'h 'vat. Stadañ a ran e c'haller kaozeal ganeoc'h hep bezañ lakaet da "ziouiziek", pezh a zo plijus-kenañ da lenn. Trugarez.--Prieladkozh (kaozeal) 16 Her 2014 da 10:34 (UTC)

Wikipedia:Pajennoù da nullañAozañ

Salud dit ! Mat e vefe dit, pa c'halli, teurel ur sell ouzh ar "Goulennoù d'ober war o zro". Un toullad pajennoù a vefe da ziverkañ. A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 Her 2014 da 10:21 (UTC)

Schtroumpf tabuterAozañ

Pa c'halli e ri waqr-dro ar reolenn-mañ, kavet gant un implijer:

  • « tout contributeur qui dévoile des données personnelles d'un tiers est sanctionné d'un blocage immédiat. Toute menace d'exposer des données personnelles sera considérée comme une attaque personnelle et sera traitée en conséquence.», setu ar pezh a gaver war ar wikipediaoù all (an hini gallek amañ).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Mez 2014 da 16:04 (UTC)
  • reolenn stlapet d'ar bern teil gant Edgar--Yoael ar c'horr-alias Toponymy94 , hag all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Kzu 2014 da 11:01 (UTC)

Skridoù BreizhAozañ

Demat deoc'h, Daoust ha dereat eo bezañ bet taolet "fri lous" ha "loen lous" din gant an implijer Trec'hlid Mitonet, a gav deoc'h ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:12 (UTC)

Atahinerezh ha heskinerezh kazi pemdeziek. Piv a zo bet o kunujenniñ ac'hanon amañ, ha vil? Piv a vez o kontañ gevier diwar ma c'houst amañ? Piv a vez o silañ traoù ent-pilpous a-enep din amañ? Piv a vez o kas brezelioù embann diot a-enep din amañ?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:28 (UTC)

Gerioù ha netra ken all : diskouezit pelec'h ha pegoulz pe roit peoc'h !--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:32 (UTC)

Pa vo merourien prest da studiañ sirius an afer en grin, ha ne vo ket diaes din diskouez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 10:44 (UTC)

Ha ne vije ket na Y-M D na Gwendal sirius a-walc'h d'her c'hompren 'ta ??!! Digarezioù toull ha netra ken all !--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 11:10 (UTC)

Mat e ve degas da goun ar reolennoù, d'an IPoù (ha d'ar re all) da gompren. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 10:13 (UTC)

IPAozañ

Skuizh gant tagadennoù ar memes tud. Goulenn a ran digant ar verourien klask piv zo o klask tabut er pennad Geriadur Istorel ar Brezhoneg. Unan eo an IP 2.13.200.75, egile un implijer tagnous, hag a c'hallfe bezañ ar memes den. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Gen 2015 da 15:49 (UTC)

Goulenn skoazellAozañ

Demat deoc'h, Setu bremañ div wech ma teu un den (pe marteze daou) da ouzhpennañ gerioù ouzh ma divizoù, o reiñ da grediñ ez int bet savet ganin-me :

  • dec'h, da 20:55, gant unan bennak oc'h ober gant an urzhiataerez 92.135.107.56 hec'h IP,
  • hiziv, da 18:03, gant unan bennak oc'h ober gant an urzhiataerez 128.199.176.233 hec'h IP.

Da c'hortoz ho respont mallus. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2015 da 18:40 (UTC)

Darempredoù gant an implijer Trec'hlid MitonetAozañ

Demat adarre, Setu meur a vizmezh ma vez taolet gant an implijer Trec'hlid Mitonet an tamall d'e gunujenniñ din. Bewech em boa goulennet gantañ ma vije diskouezet pegoulz, pelec'h ha petra resis am boa graet. En aner. Skuizh-divi on : bremañ e c'houlennan ma vo kemeret an istor-se e karg ganeoc'h. E ken kaz ma vije degaset prouennoù anat ha splann n'ho pefe ket da'm stankañ : digareziñ a rafen ha mont kuit. Ken eeun ha tra. Da c'hortoz ho respont. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 C'hwe 2015 da 15:15 (UTC)

SkubañAozañ

Trugarez dit ! Un tamm kempenn brav 'peus graet e-touez ar Pajennoù da nullañ. A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Her 2015 da 16:46 (UTC)

Trugarez dit ur wech adarre. Un tamm kempenn a vo d'ober ivez, pa c'halli, er pajennoù Wikipedia:Goulenn kendeuziñ istor div bajenn ha Wikipedia:Goulenn adenvel. A galon, --Llydawr (kaozeal) 10 Mae 2016 da 16:27 (UTC)

An ti SatanazetAozañ

Ne zegas al liamm diavaez da vann ebet bremañ !--Prieladkozh (kaozeal) 9 Mae 2016 da 19:46 (UTC)

Digarezit ac'hanon, trugarez da Yun evit e sikour. Ha tu vefe deoc'h skrivañ din war va fajenn gaozeal ar wech a zeu, pa faziin ? (Ma faziin !)--Gwendal (kaozeal) 9 Mae 2016 da 20:29 (UTC)
Demat deoc'h, N'ho peus ket ezhomm da zigareziñ rak pep hini a c'hall faziañ ; trugarez deoc'h eus an tamm labour kaset da benn e-keñver ar "Pajennoù da nullañ". A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Mae 2016 da 07:31 (UTC)

Herlegon SinaAozañ

Vous êtes sans conteste un type vicieux au plus haut point : qu'est-ce qui vous empêchait de faire apparaître ces références externes — avibirds.com et oiseaux-birds.com — dès le début ? Peu importe ce que pourront décider à mon sujet les autorités du site, mais je ne peux que vous dire que vous n'êtes qu'un triste sire doublé d'un mauvais con !--Prieladkozh (kaozeal) 23 Gwe 2016 da 15:53 (UTC)

Uheloc'hik e vo kavet ganeoc'h an destenn emaon o paouez kas d'an implijer Couiros22. Ma fell deoc'h stankañ ma c'hont, grit hardizh rak ne ran ket forzh ken ken displijus eo deuet da vezañ klask mont war-raok amañ.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Gwe 2016 da 16:01 (UTC)

Erwan HupelAozañ

Salud dit ! N'ouzon ket ken pelec'h em boa kavet deiziad e c'hanedigezh... A galon, --Llydawr (kaozeal) 10 Gen 2017 da 07:49 (UTC)

DiverkañAozañ

Salud dit ! Ma kavfes ur amzer d'ober un tamm tro er bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ e vefe brav. Peadra zo d'ober ;-). Trugarez en a-raok. --Llydawr (kaozeal) 8 Kzu 2017 da 15:58 (UTC)

Salud dit Llydawr ! War a seblant ez eus danvez da zivizout war Pumayyaton/Pigmalion. Laosket 'm eus e giz-se evit poent. Diverket eo bet an darn vrasañ eus ar pajennoù all.--Gwendal (kaozeal) 10 Kzu 2017 da 11:10 (UTC)
Trugarez vras dit ! --Llydawr (kaozeal) 11 Kzu 2017 da 07:57 (UTC)

DiverkañAozañ

Salud dit ! Ma kavfes ur amzer d'ober un tamm tro er bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ e vefe brav. Peadra zo d'ober ;-). Trugarez en a-raok. --Llydawr (kaozeal) 16 Mae 2018 da 10:42 (UTC)

Retour à la page d’utilisateur de « Gwendal ».